Merzhin barzh (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

– Ma mamm-gozh baour, ma em c’harit*,    [c’haret]
Un ali din-me a refet ;

Ma mamm-gozh baour, ma em c’harit*,    [idem]
Rak ma c’halonig zo rannet. –

– Ma ho pije sentet ouzhon,
Na vije rannet ho kalon.

Ma mabig paour, na ouelit ket,
An delenn a vo distaget ;

Na ouelit ket, ma mabig paour,
Setu amañ ur morzhol aour ;

Kement tra ma zo na drouzfe,
Ma ve skoet gant ar morzhol-se. –