Fontanella (4)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    IV

Re Bariz a oa souezhet,
O c’houzout petra oa degou’et,
Gwelet un itron a bell vro,
Trouz bras ganti, dre ar ruioù.

– Setu pennhêrez Koadelan
Ganti ur sae c’hlas ha ledan ;
Ma c’houfe pezh a ouzon-me,
Ur vrozh du-peg a gemerfe.

– Aotroù roue, ha me ho ped,
Ma fried din-me daskoret*.    [daskorit] 
– Ho pried deoc’h ne zasin* ket,    [LV rendrai] 
Tri deiz zo emañ bet torret. –

Neb a zeufe da Goadelan,
En defe kañv ha nec’hamant,
En defe kañv bras o welet
Marv an tan war an oaled.

O welet al linad kreskiñ
E toull an nor hag el leur-zi
El leur-zi hag e-kreiz ar sal,
Hag an dud fall eno ’vragal ;

Hag an dud paour, en un dremen
Oc’h ouelañ, siwazh, gant anken,
Oc’h ouelañ, o komz evel-henn :
– Setu marv mamm ar beorien ! –