Filhorez an Aotroù Gwesklen (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

– Marc’haridig, va merc’hig koant,
C’hwi zo buan, ha c’hwi zo drant,

C’hwi ’savo warc’hoazh beure mat,
Da gas laezh d’an dud ’zo ’varrat*. –    [à l’écobue selon LV] 

– Va mammig mat, ma am c’harit*,    [T c’haret] 
D’ar varradeg na’m c’hasit ket,

Na’m c’hasit ket d’ar varradeg :
C’hwi ’lakay an dud da zroug-pre’eg.

Lakit da vont va c’hoar henañ,
Pe va c’hoar vihan Frañsezan ;

Va mammig mat, ha me ho ped !
Gant Rogerson emaon spiet. –

– Bez spiet gant neb a garo,
C’hwi zo pedet : c’hwi a yelo ;

Sevel a reot kent hag an deiz :
An aotroù ’vo en e wele. –