Merzhin barzh (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E ebeul ruz en deus sternet,
Gant direnn-flamm ’neus hen houarnet ;

Ur c’habestr ’neus laket ’n e benn,
Hag un dorchenn skañv war e gein ;

E kerc’henn e c’hoûg ur walenn,
Hag en-dro d’e lost ur seienn ;

Ha war e c’horre ’mañ pignet,
Hag er fest nevez ’mañ degou’et.

E park ar fest pa oa degou’et,
Oa ar gern-bual o vonet ;

Hag an holl dud en ur bagad ;
Han an holl virc’hed o lammat.

– An hini en devo treuzet
Kleuz bras park ar fest en ur red,

En ul lamm klok, distag, ha naet,
Merc’h a rou’ en do da bried. –

E ebeulig-ruz, pa glevas,
War-bouez e benn a c’hristilhas ;

Lammet a re[a]s, ha kounnariñ,
Ha teurel c’hwezh tan gant e fri ;

Ha luc’hed gant e zaoulagad,
Ha darc’h en douar gant e droad ;

Ken a oa ar re all trec’het,
Hag ar c’hleuz treuzet en ur red.

– Aotroù roue, ’vel ’peus touet,
Ho merc’h Linor ’rankan kaouet*. –    [kaout]

– Ma merc’h Linor n’ho pezo ket,
Na den eveldoc’h kennebeut* ;    [K kenneubet]

N’eo ket kelc’herien a fell de’,
Da reiñ da bried da’m merc’h-me. –

Un ozhac’h kozh a oa eno,
Mat gantañ ur pikol varv,

Ur varv en e chik, gwenn-kann,
Gwennoc’h evit gloan war al lann ;

Hag eñ gwisket gant ur sae c’hloan,
Bordet penn-da-benn gant arc’hant ;

Hag eñ en tu dehoù d’ar Roue,
Outañ ’gourgomze, er pred oue*.    [alors selon La Vill.]

Ar Roue p’en deus e glevet,
Dre deir gwech gant e vazh ’neus skoet ;

Teir gwech gant e varr war an daol,
Ken a lakas selaou an holl :

– Mar gasez din telenn Verzhin
Dalc’het gant peder sug aour fin ;

Mar gasez e delenn din-me
’Zo staget e penn e wele ;

Mar he distagez ; ha neuze
Az pezo ma merc’h, marteze. –