Degemer mat war lec’hienn ar raktres Daskor ! Savet eo bet gant izili a-youl-vat ur gevredigezh. Ar pal a zo ganeomp : lakaat an darn vrasañ da anavout ha da vout lorc’h enno gant al lennegezh vrezhonek.

Nous recherchons des textes libres de droits, et nous les transcrivons un à un dans l’orthographe actuelle. Tant et si bien que nous en sommes déjà à 2239 textes de la littérature bretonne à ce jour !

Kinnig a reomp deoc’h ar skridoù-se diouzh an aozer, diouzh ar rumm, diouzh an dodenn… Gallout a rit kaout an holl er stumm niverel, digoust, hag embannet hon eus un darn anezho e levrioù godell zoken.

Kinnig a reomp deoc’h ivez skorioù a bep seurt a-zivout al lennegezh vrezhonek (un istorig, buhez an aozerien…) hag a-zivout ar brezhoneg (skridoù divyezhek, tutorial brezhoneg…).

  • Seasons (the)

    Breizh a garan gwelet, mamm-gozh atav ’n he za,
    Pa bar warni sklêrder an heolioù diwezhañ,
    Pa deu mouezh vras an traoù da sioulaat dre ar bed,
    Ha pa varv en oabl yen c’hwezh-vat ar bleunioù bet.

    Neuze, koant ha seder eviti da gozhañ,
    Hi ’lez he mantell vrizh d’an douar da ruzañ,
    Ha bep kammed ma ra mil delienn alaouret
    A beg ouzh ar vantell ’vel bagadoù stered.

    Kement ha ken bihan ma teu, dre forzh bale,
    He gwiskamant da dreiñ en ur sae aour melen,

  • Korrigans (the)

    Ul lanneg vras, Mottenn-Dervenn he anv, da sklêrder al loar. Guilcher, e-unan, a ya hag a zeu, o sellout, tu-mañ, tu-hont, gant disfiziañs. Goude ur pennadig amzer, e komz d’an dud :
    Mat ; setu me e-kreiz al lanneg vras-mañ. Petra a c’hoarvezo ? Penaos a yelo an traoù en-dro ? Peseurt tud eo ar gornandoned ? Diaoulouigoù n’int ken, ’meus aon. Met evit bremañ, da vihanañ, trouz ebet, yudadeg ebet, kornandon ebet. Daoust hag en divije Yann al Laou lavaret gevier din ? Ni a welo. O treiñ e skouarn war-du an avel hag o selaou pizh. Sell ! Sell…

  • Elements (the)

    Voici venir la calme nuit !
    La terre en est comme bercée ;
    Hors de nous elle éteint le bruit,
    En nous elle endort la pensée !
    Voici venir la calme nuit.

    Les bois s’emplissent de mystère,
    Comme si Dieu subitement
    Leur faisait signe de se taire
    Pour écouter le firmament.
    Les bois s’emplissent de mystère.

    Les étoiles viennent et vont,
    Comme des flambeaux qu’on promène ;
    Leur regard magique et profond
    Semble veiller l’angoisse humaine…

Tregont tosenn war un dosenn
Ha c’hoazh n’eo ket un dosenn vras.

Ur vouarenn – an turiadennoù gozed war un dosenn.

Feiz ha Breizh