Eus an izel d’an uhel

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa zimezjont an eil d’egile, paour e oant ken ma oant paour a-walc’h. Ur son a lavaras ar wirionez diwar o fenn :

          Kentañ ma oent dimezet
          Alo ! va mignon ! Alo ! Geo !
          Kentañ ma oent dimezet
          En ur stad trist ’oent lakaet.

Met eürus e oant evelato, rak n’eo ket ar binvidigezh hag an arc’hant eo ar re a lak al levenez hag an eurvad en un tiegezh. Holl ec’h ouzomp ar pezh a lavar Furnezh ar Geiz eus a Vro-Vreizh :

          Gwelloc’h karantez ’leizh an dorn
          Eget n’eo arc’hant ’leizh ar forn.

Neuze ’ta e oant eürus, Yann ha Katellig, daoust d’o faourentez. Evit ti, ul lojenn toet gant drez ha radenn, ha bleñchoù gwez diskourret, met

          Gwell eo un ti bouedek
          Eget un ti bras avelek

Evit arrebeuri, ur gwele, ur pod houarn, ur skudell ; o daou e vezent o tebriñ e-barzh, e-giz daou labousig en o c’haoued a zebr boued en un hevelep krogen. -- Yann a c’houneze pevar gwenneg bemdez ; abaoe ez eus pell ! Met o vezañ m’edo ur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesonier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brenañ un daol, ha bep a skaon mar plij. A-benn pevar pe bemp bloaz dimeziñ, o doa gellet prenañ e foar Bouldahud un dañvad, tudoù, ya un dañvad ! Met ar pezh na brenjont ket eo ar pezh en dije dalc’het ar muiañ ar garantez etrezo, da lavaret eo evit ar re na ententont ket, ur mab pe ur verc’h, pe zoken an eil hag egile, pe c’hoazh meur a hini anezho. Nann, siwazh, disher e oant, rak Katellig, ret lavaret ar wirionez e-lec’h hag e-giz m’emañ-hi, Katellig n’oa nemet ur c’haonac’henn anezhi !!!

Un nozvezh war an diskar-amzer, pa oa hi aet en he gwele, Katellig  lavaras d’he gwaz :

– A ! Yann baour, me ’oar petra n’am eus ket graet, me...

– O ! me ’oar ivez, me, petra n’out ket gouest da ober ! eme Yann a oa o tiwiskañ e lavreg.

– Nann, Yann baour, n’ouzout ket ! Soñj ’ta, chomet eo er-maez.

– Piv ’ta ?

– Hon dañvad, Yann baour ! Ha ma vefe aet e kof Gwilhoù ar Bleiz ?

Setu Yann, didrouz, d’en em adwiskañ, ha dav kuit da glask an dañvad. Sklêr e oa al loar en he c’hann. Met daoust da se, Yann ne gave na roud na tres ebet eus an dianket Oanig paour ! Ar bleiz digoustiañs a dra sur en doa sammet anezhañ ha koaniet gantañ ! Ha setu hor paourkaezh Yann diberc’hennet diouzh e zañvad, ur son trist o sevel d’e eñvor :

          Kañv da’m dañvad penngornik !
          Me ’meus keuz da’m dañvad !
          Kañv da’m dañvad penngornik !
          Kañv da’m dañvadig mat !

Emichañs, goude eñvoriñ e son, en doa he c’hanet ivez, rak pa oa o tostaat ouzh park an Tri-Ferson, e klevas ur vouezh a-dreñv e gein o c’houlenn outañ :

– A ! va den paour, dit-te eo e oa an dañvad ?

Yann en ur zistroiñ a responte :

– Ya, din-me ; ankounac’haet er-maez en abardaez-mañ gant va hini-gozh.

Hag e welas eo un aotroù a gomze outañ ; ya, un aotroù, hag unan a-feson c’hoazh ! ha d’e heul daou gi-bleiz, o blev garv savet pik warno, hag int dielc’het [dizalc’het ?], o zeod un hanter goured er-maez eus o beg, daoulagad en o fennoù e-giz daougef tan war enaou. Sentus koulskoude e choment unan a bep tu d’ar mestr.

– Basta ! neuze n’eo ket didamall da hini-gozh ; rak bremaik p’edomp o tremen dre amañ, hon eus gwelet ur bleiz o tagañ un dañvad. Buan va chas war e lerc’h ha me ivez ; un hanter eur goude e oa lazhet Gwilhaouig ganeomp ahont en tu all d’ar stankenn.

– Mat eo ho chas neuze, aotroù, eme Yann glac’haret-holl.

– Mat-dreist ’int, va den ; ha mar karez o c’hemeret, e vezint dit, rak em maner em eus c’hoazh n’ouzon ket kaer pet anezho.

– Marc’had graet ; ho trugarekaat a ran.

Goude kenavo, setu int pep hini da sachañ diouzh e du : an aotroù e-unan etrezek e vaner ; ha Yann war-zu e lojenn, krog en e chas. Degouezhout a reas er gêr pa zegouezhe ivez Katellig, savet ha bet diouzh he zu o klask ar paourkaezh dañvad.

– Debret eo gant ur bleiz lontrek !

– Ha da biv ar chas-se ?

– Din-me ’int bremañ : digant un aotroù em eus o bet ; int eo o deus kaset d’ar bed all tager hon dañvad. Chas dispar ’int, a lavare o mestr.

Hag int endro da gousket hep muioc’h a drouz nag a gomzoù.

Siwazh ! N’ouzer ket pe gant an anoued he doa paket o c’haloupat en noz er-maez, pe gant keuz d’he dañvad penngornik, marteze an eil hag egile, Katellig ne savas ken diwar an taol-se ; ha tri pe bevar devezh goude e oa intañvezet ar paourkaezh Yann !...

– Feiz ! emezañ, goullo e kavan amañ an ti bremañ ; kenkoulz tra din mont ac’halenn !

Hag eñ en hent, bepred eeun dirazañ, hep gouzout kaer betek pelec’h ez aje, e zaou gi d’e heul, Krogmat ha Pegstart. Gant penaos kaout boued n’edo ket nec’het an disterañ ; rak pa veze naon o tont dezhañ, gant e chas e c’helle bezañ disoursi : ur c’houlin, ur c’had bennak a golle kerkent o buhez, hag hep kaout anezhi zoken en-dro, ar pezh a oa ar gwashañ evito, pe ar gwellañ marteze.

Un devezh, en un dremen dre ar gêr-benn eus ar vro, e klevas enkantiñ e oa kouezhet merc’h ar roue dindan galloud un aerouant a seizh penn, en ur palez e-kreiz ur c’hoad don ; an hini he zennfe ac’hano, en defe anezhi da zimeziñ, pe, mar kavfe gwelloc’h, he fouez en aour.

– Setu aze hag a rae brav a-walc’h va stal, a soñjas Yann ; n’eo ket ankounac’haat Katellig eo a ran, ar baourez kaezh ; koulskoude peogwir ’on intañv, ha mar gallfen, ne vefe ket ur pec’hed bras evidon dimeziñ gant merc’h ar roue.

Ha diwar ar soñj treut-se, eñ war-zo ar c’hoad da glask ar plac’h yaouank, e zaou gi d’e heul. A-boan er c’hoad, setu Krogmat oc’h harzhal, ha Pegstart o c’hrognal, ha Yann o welet dirazañ, en un taol, dor borzh ur palez kaer... Hag eñ difoultre kaer o pountañ dor war an nor, hag e-barzh, e gon d’e heul. Diouzhtu e paras selloù Yann war ur plac’h yaouank, ur gened dispar dezhi, strafuilhet gant an aon ; hag e penn pellañ ar porzh, e welas an aerouant. Kerkent al loen spontus a laoskas seizh blejadenn euzhus dre e seizh penn. Charinkat a rae e zent en e vuanegezh, hag ouzh mein al leur e lemme e skilfoù kamm, ur vogedenn flaerius o strinkañ diouzh e seizh gourlañchenn ; ar skant glas a strake war e gein torgennek e-giz bili war an aod pa vez trec’h bras, hag e lost forc’hek a c’hwibane en aer.

Gant ur vouezh roc’hellus e c’houlennas ouzh Yann :

– Petra ? Preñvig-douar, pe debret, pe evet e vi ?

Met Yann n’en doa ket c’hoazh c’hoant da vezañ na debret, nag evet, na lonket ; evit pep respont e flouras o c’hein d’e gon. « Skis ! Skis ! » emezañ. Ha Pegstart da sailhañ war ar flaerius seizhpennek, ha Krogmat da lammet war ar c’hein skantennek, ha da dagañ an eil penn war-lerc’h egile, ha Yann ivez da sikour e chas eus e wellañ hag o lopañ a dro chouk war an aerouant.

Ne badas ket pell ar c’hrogad. Yann ne oe ket evet na debret, met an aerouant divalav a dremenas dezhañ ar c’hoant lonkañ diwar an taol-se. Gant e gontell-laz Yann a droc’has prim ar seizh penn, a sammas anezho en e vizaj, ha kuit ganto, e zaou gi-bleiz d’e heul, en ur gimiadiñ a-bell diouzh ar plac’h yaouank a rede war e lerc’h, en ur c’hervel anezhañ he salver, he mirour, he fried. Met Yann a rede araozi hag a soñje « Aon ho peus c’hoazh, merc’h ar roue ; diwezhatoc’h m’ho peus c’hoant, e gwirionez da’m c’haout da bried, c’hwi am c’hlasko ; ha neuze ho daou ni a welo. » Koulskoude dre ma rede dre ar c’hoad e kave ar seizh penn pounneroc’h-pounner.

Hag e tanfoeltras anezho ouzh ur sklosenn gozh, goude bezañ troc’het ar seizh teod diouto. Ha skañvaet dezhañ, e kerzhas d’ar gêr-benn da welet petra ’c’hoarvezfe.

Ha petra c’hoarvezas ? — Setu amañ. Merc’h ar roue, goude he salvedigezh vurzhudus, ne oa ket pell evit degouezhout er gêr, e lez he zad. Hemañ evel m’en doa roet e c’her, a lakeas klask war ar salver, evit dimeziñ dezhañ e verc’h.

Hogen, e-pad ar c’heid amzer-se, ur glaouer beg-du o tremen gant e garrad glaou dre gichen ar sklosenn gozh, a gavas ar seizh penn hag a sammas anezho en e garr. Pa zegouezhas er gêr-benn, ne oa ken meneg nemet e oa salver merc’h ar roue, ha ne deued ket a-benn da gavout he salver. Ar glaouer neuze ne oe ket pell evit mont d’al lez, graet e soñj gantañ :

– Aotroù, emezañ d’ar roue, me an hini en deus savetaet he buhez d’ho merc’h muiañ-karet ; goulenn a ran he fouez en aour ; rak evel n’on nemet ur glaouer ha ma’z eo du-pod va c’hroc’hen, ne c’hellan ket dimeziñ d’ho merc’h ; paneve-se...

– Penaos, te, beg lous ? eme ar roue diskredik an tamm anezhañ.

– Me, aotroù ; ha mar karit o gwelet, seizh penn an aerouant a zo aze em c’harr.

Goude bezañ graet ur sell ouzh ar pennoù euzhus c’hoazh o tiwadañ :

– Mat ! met n’eo ket a-walc’h, eme ar roue deut ar fiziañs ennañ. Nann, n’eo ket gant aour e c’heller paeañ servijoù evel-se ; kent-se, me ’lavar, me, e timezi da’m merc’h a-benn warc’hoazh vintin, ha me eo ar mestr !

Hag an tad-kaer, evit ma vije ar glaouer dereatoc’h da vont dirak e verc’h, a c’halvas pevar soudard d’e welc’hiñ ; nav lur soavon du ha seizh broust koad  a oe uzet war e dro evit e gemprenn. Antronoz vintin e oe lazhet al leueoù bihan, an deñved hag an oc’hen lart ; darev ar soubenn, ha poaz ar sklipoù. Taolioù hir a oa savet n’ouzon ket pet warn ugent. Hag er porzh a enor merc’h ar roue a dlee bremaik lavaret ya dirak he zad. Hogen pa welas hi da biv e felled he dimeziñ, e lavaras un nann dichek ha distag :

– Nann, nann, n’eo ket hemañ a zo bet o tiframmañ ac’hanon diouzh tre skilfoù an aerouant !...

– Penaos n’eo ket me ? a c’houlenne ar glaouer. Ha n’ho peus ket gwelet ar pennoù aze ganin ?

Dres ! d’an ampoent daou gi-bleiz Yann a ziskordas da chalpat, ha merc’h ar roue a baras he daoulagad war re he salver gwirion ; ha Yann, dre douez an engroez a dud a oa eno, a respontas :

– Ar pennoù, ya ; met marv edont, pa e teus o c’havet ; e-lec’h an teodoù a zo ganin amañ, ne welez ket, glaouer ?

Ha Yann o diskoueze, ar seizh teod forc’hek. Ar glaouer, me ’lavar deoc’h, ne oa ket du-se er frikoù. Un tantad a oe savet ken buan e korn ar porzh ; ha gant ar pennoù, hag eskern ar glaouer e oe graet glaou !

Ha Yann ! Merc’h ar roue, dirak an holl, a deuas da boket dezhan, ha d’her briata gant ur garantez divuzul. Ha Yann, intañv ar paourkaezh Katellig, a deuas da vezañ mab-kaer ar roue.

An hini a gontas ar gontenn a oa bet ivez er friko e-pad eizh deiz. Pa deuas d’ar gêr, eo bet pell gant ar boan en e zivesker, kement e tañsas jabadao ha gavotennoù en enor da Yann savet

          Eus an izel d’an uhel !