Gouelvan

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 04/03/1917
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’ar barzh Hollsent ar Garreg

War-dro ur pemp kant yezh a zo e-barzh ar bed
Da gomz war vuzelloù a zismegañs, a bed,
Pe a anzav a-grenn ar Mestr bras ar c’hreñvañ :
Met n’eus nemet ur c’hiz er bed evit leñvañ !

Hag anavezet eo, diouzh ar c’havell d’ar bez,
Ar c’hiz evit leñvañ, dre-holl er bed a-bezh :
Evit gouzout gouelañ, tamm ezhomm d’hen deskiñ !
Gortozit ma teuio ar vuhez d’ho leskiñ.

Evit leñvañ, an dud boazet ouzh pep mister
N’int nemet diskibien ouzh ur bugel dister,
Hag ar c’haezh diskiant diouzh e lagad a red
Daeroù gwashoc’h eget an uhelañ spered.

Komz eo ar c’hentañ tra a zesk an holl bobloù ;
C’hoazh n’em intenter ket a-zindan an oabloù,
Rak rannyezhoù ar bed abaoe tour Babel
A zo aet war greskiñ, ha bepred, hag a-bell.

Met daeroù an holl dud pa savont d’o lagad,
An holl dud a intent a vagad da vagad.
Bemdez yezhoù nevez a sav d’ar rendaeloù* :    [polémiques] 
E-unan e kendalc’h hepken yezh an daeroù !

Nag a zaeroù a ruilh, berv, tomm pe glouar,
Mad voutin da vab-den war hon tammig douar !
Da bep mare, dre-holl, e tiveront ken stank,
Mar kouezhfent a-gevret, e poulladfent ur stank !

Eus holl draoù hon tamm pri leñvañ eo ar c’hoshañ,
Rak, pa voent bet barnet dalc’hmat da bigosañ
Evit ma c’hellfent kaout da zebriñ, da evañ,
Daoust ha ne leñvent ket, int, Adam hag Eva ?

E skouarn an den bepred avel gastiz a voud,
Ma tiston ’n e ene ’vel ur mor a hirvoud :
E-barzh donder e greiz an Anken start a beg,
Ha da begañ startoc’h e kav mat pep abeg.

Anken, keuz ha glac’har, setu hent ar vuhez,
Amañ bod a gastiz, aze bleuñv a druez :
Un hent hag a vije da bignat kalz re denn
Ma ’nije gant daeroù evel ur freskadenn.

Ha ’velkent ar vuhez pep den keuziet he c’har
Daoust d’he bec’h ankenioù, ha daoust d’he zamm glac’har.
An Esperañs, e-giz en noz ur steredenn,
A sav ’us d’an daeroù ’vel ur ganevedenn.