Bugale Breizh !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 11/02/1917
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    heñvelidigezh ouzh de Laprade

Falc’h an Ankoù, va bugale,
A zo savet ’us da’m divskoaz,
Hag am dibenno dizale,
Hag ho taeroù a redo c’hoazh...
Ha c’hoant ho peus da gaout da viret
Ar soñj eus ho tad en ho kreiz ?
Karit hor bro ’vel en deus graet,
Karit hor Breizh !

Labourit ha poaniit dalc’hmat,
Ar c’hwezenn o livañ ho tal.
E parkoù Breizh skuilhit hoc’h had :
N’ho pezo mui nemet gedal.
Fiziañs ! hoc’h eost a zarevo !
Arabat dilezel hor Feiz ;
Evel ho tad harpit ho Pro,
Servijit Breizh !

Sikourit Breizh, ho pro wirion,
Eus hoc’h holl c’halloud ha skoazell,
Evel am eus graet gant kalon ;
Hag enor dit, Breizh, bro santel !
En distro eus ho poan, paotred,
Hep goulenn netra diganti,
Gouzañvit pep tra, mar bez ret,
Holl eviti !

Da Vreizh  ’oc’h dleourien, paotred,
Da gaout un Tremened dinamm,
Ho feiz, ho kizioù, ho spered ;
Breizh zo evidoc’h ur wir vamm !
Evit he rentañ divarvel,
Deskit hadañ, deskit mediñ,
Ha deskit, mar bez ret, mervel
Holl eviti.