Kroazioù...
- ar C’havell hag ar bez
- an Den dall
- Breizh kristenez
- Pried ar martolod
- Hentoù kozh va c’hêrig
- Pedit evidon !
- Hirvoud
- an Nevez-Amzer
- ar Vogedenn
- Mouezh ar c’horn-boud
- Tiñsit, brallit, sonit, klemmit
- Nevenoe
- ar Sorserez
- Hor c’harantez
- an Divinourez
- Bugale Breizh !
- D’an tier
- Gouelvan
- Hon daou
- Kemper
- Kousk ar Mabig Jezuz
- Kroazioù...
- Va mestrez
- War an hent
- an Hent
- Pesketour Breizh-Izel
d’an itron Ely-Monbet, gant doujañs
Dantelezhet evel ur soupiliz,
Pe tev, ledan, ha kizellet pounner,
Ur c’hloc’hdi koant war c’horre pep iliz
A-us d’ar vro ’save e benn en aer,
Ha tre er beg, ur c’hilhog hag ur groaz
A zifizie kurun, korventennoù,
Ken na strakas, na spontusañ tennoù !
Gwashañ arne a zirollas biskoazh !
Ha kanolioù an Alman kriz
A zistaolas war bep iliz
Tan ha dir a-vernioù,
Ken na ruzie du ar c’houmoul,
Betek ma kouezhas en o foull
Kilheier ha kroazioù !
***
Da ziarbenn a-ziwar ar vamm-Vro
Ar gouezhidi, mevelien an Ifern,
A had an drailh hag ar muntr en o zro,
Mibien ar Frañs holl war-sav, a dregern ;
O feultrin dir a ra ur voger greñv
Hag a darzho gwagenn an enebour ;
Betek mervel e talc’hint d’o labour,
Uhel o fenn a-zindan bolz an Neñv,
Siwazh ! Pet eus hor soudarded
En emgannoù zo bet medet
Gant dir ar c’hanolioù !
En dachenn emaint ’n o gourvez,
Ha daou damm koad a-us d’o bez
A ra bremañ kroazioù !
***
Nag a re all hag o deus gouzañvet
Tan ar gwalleur o c’houliañ o bev !
Nag e tlefent gant grad bezañ anvet
Ken na skiltrfe o anv d’an heklev ?
Bev ha lazhet, soudarded merzherien,
Da’z kloar, mamm Vro, da skediñ he bannoù
War dal ar re ’stourmas en emgannoù
Hag az miras ouzh an enebourien !
Ilizoù brevet o c’hoazioù,
Kroazigoù koad war ar bezioù
A c’hleb d’ar Frañs he sell !
Met sell ar Frañs a verv dinec’h
Dirazoc’h, soudarded an Trec’h,
Hag ho kroazioù brezel !
***
Ha mammoù Breizh a bed en ilizoù,
O soñj beuzet gant o yaouankizoù,
Daoust da c’hwervder, da grizder o gloazioù,
A galon greñv, e tougont o c’hroazioù !...
Eil artilliri an Inizi, Brest