Amzerioù kentañ ma eontr kozh (1)

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1910
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ma eontr kozh, Perig al lakez, a zo kaset gant e dud da zeskiñ e vicher a gere e ti tonton Lan, kere ar Gozker

Arabat eo d’an dud yaouank, petra bennak ma’z eo skañv ha distagellet mat o zeod en o beg, en em lezel da gouezhañ e pec’hed ar merc’hed kozh, ar randonenned-se a ve klevet dalc’hmat o kontañ doareoù an nesañ, hag a ve gwelet bec’h war o gorre, kement a reont flip, flap, flep ! o klask kaout droug a-walc’h da lavaret diwar-benn ar re all ! Mard eo fall d’un den drouk-komz eus e nesañ, gwashoc’h c’hoazh eo dezhañ dizoloiñ ha disklêriañ, d’an neb a gar selaou anezhañ, troioù e gerent kamm pe digamm evel ma’z int. — Goude an dra-se n’ez it mui da grediñ e klaskfen noazout ouzh brud vat ma eontr kozh, Per al lakez, an hini emaon o vont da zisplegañ deoc’h ur pennadig eus e amzer gentañ.

Ma eontr Per a oa ul lakez a baotr en e gentañ amzer : yaouankik-flamm e oa c’hoazh, ha ne felle mui dezhañ lakaat nemet boteier-ler, sul, gouel, bemdez, ha war an devezhioù all. An dra-se nb’ez ae tamm ebet d’e gerent, tudigoù paour ha dister a-ziwar ar maez. Setu perak, evit kaout ul louzoù da bareañ Perig eus e gleñved boteier-ler, al lakez bihan, diouzhtu ma oe echuet gantañ e baskoù, a oe kaset gant e dud da zeskiñ bezañ kere, d’ar Gosker !

Tonton Lan, kere kozh ar Gozker, a oa un denig tagnous-meurbet ; met tremen a rae dre ar vro evit ur micherour gouiziek. Lavaret a rae d’an holl ne oa morse chomet berr da zeskiñ e vicher da baotr yaouank ebet.

– Dre c’hras Doue ha sikour Sant Krispin, ma faeron ker, ne chomin berr da ober ur c’here mat eus pep den yaouank a vo fiziet ennon, n’eus forzh pegen hir e c’hallfe bezañ e zivskouarn.

Hervez an doare, divskouarn Perig al lakez, ma eontr kozh, a oa re hir, kalz hiroc’h eget re ar c’had, damdostik ken hir ha re an azen. N’eo ket lavaret gaou, met tonton Lan a boanias bloaz-hanter diouzhtu, e-pad an deiz-gouloù, war-dro ar paotr Per, hep ma teuas hemañ a-benn da zeskiñ tachañ, dereat a-walc’h, ur c’hozh botoù-ler-goad bennak.