an Iliz digor

Genre
Tales & short stories
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Ur c’hemener eus Kinoualc’h e Berrien a veze o wriat a-hed an deiz. Pa zeue d’ar gêr, e c’houlenne e vugale digantañ avaloù ha per, a-wechoù frouezh all, hervez koulz ar bloaz.

 

Un devezh e tistroas e c’hodelloù goullo. – « Avaloù tad ! Avaloù tad ! » a grias ar vugale. – « Roit peoc’h bugaligoù ! Me a ya da laerezh ur sac’had evidoc’h da vourc’h ar Fouilhez… »

Pa ’n em gavas er vourc’h, e welas eno kiger e vro. – « O ! kemener, da belec’h ez ez ’ta ken diwezhad ? » – « Da laerezh avaloù evit va bugale. Ha te, kiger ? » – « Peogwir ez teus lavaret din ar wirionez, me a vo distag ivez ganez. Bet ’on, er beure-mañ o klask prenañ ul leue bihan, met n’eo ket bet roet din, ha bremañ e rankan e laerezh. Va ostizien a fell dezho kaout kig… »

Mat, a lavaras ar c’hemener ! Mar karez, e tistroimp a-gevret. An hini en do graet e dro da gentañ a c’hortozo egile dindan porched an iliz ». – « N’oufen tra gwelloc’h » a respontas ar c’higer.

Ar c’hemener a reas buan e dro. Da c’hortoz e genvroad, ec’h azezas er porched hag en em lakeas da zebriñ avaloù. Kaer en doa gortoz, ne wele ket ar c’higer. Hemañ, p’en doa laeret e leue, a oa aet war-eeun d’ar gêr, kement a drouz a rae e loen o vlejal !

Koulskoude, ar c’hemener a gendalc’he da zebriñ avaloù.

E-keit-se, ar sakrist a nozvezhie er presbital. A-barzh ma’z eas d’ar gêr, e c’houlennas outañ ar person ha n’en doa ket alc’hwezhiet dor an iliz. – « N’em eus ket, a lavaras ar sakrist, met he serriñ a rin en ur vont da gousket. »

 

P’en em gavas e-tal ar porched, e klevas chaokat, hag e kemeras aon. Setu eñ distro d’ar presbital. – « Petra zo ’ta, a reas ar person ? » – « Aon ! Unan bennak en em zalc’h dindan ar porched. »

Ar person a bedas ar c’hure da vont da welet gant ar sakrist.

« Angn ! Angn ! » Setu ar pezh a glevjont. Hag int war o c’hiz, spontet, d’ar presbital. – « Bremañ, ’michañs, ez eo alc’hwezhiet an nor ? » – « N’eo ket, a respontas ar c’hure, rak va-unan em eus klevet trouz, ha peseurt trouz ! Angn ! Angn ! Evidon, ne greden ket tostaat ouzh an iliz ! » – « Jezuz ! neuze an iliz a chomo digor ! Panevet ez on-me kamm, ez oan aet d’he serriñ. » Ar c’hure a lavaras neuze d’ar sakrist : « Dougit an aotroù person war ho kein. » Ha kerkent an daou-mañ a yeas war-zu an iliz.

An hevelep trouz a glevjont. – « Va Doue ! a lavaras ar sakrist; » – « Kerzh atav ! » a urzhias ar person. Pa dostajont, e krias ar c’hemener : « Setu ar c’higer hag e leue !… » Hag e reas d’ar person ur piñsadenn ken kriz en e revr ma hopas : « An diaoul ! An diaoul ! Harz an diaoul ! » Ar paourkaezh sakrist hag e samm a redas en-dro d’ar presbital.

Abaoe, dor an iliz a chom dibrenn e-pad an noz.

 

Kontet gant J.-L. Camm, 82 vloaz, eus Kerberoù, er Fouilhez, ha lakaet dre skrid gant Ivonig Picard.