’N ur gemer ar vicher (4)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

       « Quia tu es, Deus, fortitudo mea. »
                     (Ps. XLII, 2)
       « O douster an oferennoù en ur chapel,
       Ur chapelig didrouz war maezioù Breizh-Izel ! »

III

AN OFERENN ER C’HOADEG

d’ar 7 a Wengolo
 

Maezioù Breizh-Izel a zo pell bremañ. Met ha p’en deo Doue e pep lec’h, mont a rin d’Her c’haout er c’hoadeg.

C’hwec’h eur da vintin. Un aoter vihan a zo bet aozet e-harz diouzh troad ur favenn. Barroù glas en-dro d’ar plank noazh, hag, e-lec’h an Tabernakl, a bep tu d’ar groaz, bleuñv al liorzh tostañ. Amañ ez on deut an enor da gofesat ; ’vit ar wech gentañ resevet em eus e m[a] sav ar sakramant a binijenn. Ur sakramant arall, hiriv.

Brizh an amzer ; kent pell moarvat e taolo glav. Met petra eo ar glav d’an hini ’zo deut da glask Doue ? Petra eo ar gurun, hag ar brezel hag ar bed d’an hini a ya da welet diraktañ splannder dilavaradoe an Hini lakaet e kroaz ?

C’hwec’h eur da vintin ; brizh an amzer. Kloc’h ebet n’en deus sonet da gemenniñ an oferenn-mañ, ha newazh ez eus tud war-dro d’an aoter-goad. Setu : daou gant Vreizhad a ma rejimant en deus naon a vara Doue, ha deut ’int davetañ. Ul levenez eo d’ar galon o gwelet aze ken niverus. Ha ken gredus ! Ur chapeled zo en o dorn, ar chapeled karet e tiegezhioù Breizh. Ne skuizhan ket o sellet dioute : na kaer eo dremm ma fobl ha p’en deo savet trema Doue ! Ar re a fell dezhe gouzout petra zo e sol an ene breizhek n’o deus ken ’met monet d’al lidoù katolik, ’lec’h m’emañ daoulinet gwazed ha merc’hed hor parrezioù, gouloù ar bedenn war o zal. Neuze e komprenint, marse…

’Vel ma teraou ar Judica, taviñ a ra ar c’hanolioù. Peoc’h divent ar c’hoadeg en em gej[a] gant peoc’h doueel an Oferenn, er beure kuñv a wengolo. A lein an neñv, a lein ar gwez ar peoc’h a ziskenn war an dud a vrezel. Hag en un taol o stumm a vrezelerion o deus kollet : n’en deus mui amañ ’met Kelted deut da gomz diouzh o sent, kristenion daoulinet dirak Dremm azeulet ar C’hrist.

Na pe yezh e gomzint ? « Kaer e vefe, a lâren etre Doue ha me, eurediñ ar sul-mañ meurded roueel ar c’hoadeg kozh ha douster kanennoù ma bro. Reizh e vefe d’ar bobl tolpet amañ kanañ e brezhoneg pedennoù katolik… » – Amzer n’em eus ket d’ober hiroc’h soñjenn, rak setu ur beleg-kadour o vont dre ar bare, hag o reiñ da bep-unan « Levr Kantikoù Kernev ». Skrivet e oa gant Doue em befe bet, ar beure-hont, ar joaioù holl.

E deraou an holl draoù, pa ne oa c’hoazh Gourdad an Dud ’met un tamm pri e-kreiz ar pri, teir iliz-veur a savas Doue da Zoue : ar mor, ar c’hoadeg, ar menez. N’en deus neved ebet par dezhe, hag a-c’houde ma’z eus war an Douar un den, – ur boan –, eus an nevedoù-se emañ deut d’ar C’hroueour ar pedennoù gredusañ. Her gwelet em eus e-kreiz ar mor ; hen anavet em eus war vlein meur a venez : her kompren a ran er c’hoadeg hiriv. Youc’hal a ra an tri lec’h-mañ Anv o C’hroueour, ha tenniñ a reont ur bedenn d’ar galon kaletañ, ’vel ar fulenn eus ur maen-kailh. Taolenn ebet ne dalv un daolenn sinet Doue.

Setu int o pignat, hor pedennoù, hor c’hanennoù. Ken aes, ken dous ! Dont a ra an daeroù da’m daoulagad. Perak o deus choazet, ivez, ’vit he soniñ ar beure-mañ, ar ganenn a garan-me ar muiañ, « ar vravañ a ganennoù an Douar » ? « Kantik ar Baradoz », en deus kemennet ar beleg, ha ni da lezel neuze hor soñjoù da nijal gant an ton-se ken kaer, da bignat betek an iliz-veur peurbadel, biskoazh diwezhet, a chom e huñvreioù ar Gelted, hag e lakeomp a-barzh, gant ar Werc’hez hag ar Sent, holl ar re karet deomp war hentoù an douar-mañ, – dindan selloù madelezhus Doue hon Tadoù, Jezuz. Sellit diouzh selloù ar bobl-mañ. Ankoueet he deus ar c’hoadeg, ar brezel hag an druegezh ; n’o deus ken soñj ’met en o Doue, a zo aze, a ya da zeval enne kent pell…

Diskenn a ra. Didrouz, goustad, an daou gant Vreizhad a dosta diouzh an Osti, a zegemer an Osti, a ya en-dro gant an Osti. Pep unan a ra ’vitañ, en eur-mañ, ne chom ket an eil da sellet diouzh egile. Pep unan en deus ez oberioù da lâret d’an Tad ; pep unan ur boan bennak dezhañ e-unan da skuilhiñ e kalon ar C’hariad. Newazh, ha p’en dint katolik, o fedennoù zo unanet, zo unan. Me ’wel goulennoù an dud-mañ o sevel a-us d’an arme, o pignat war-zu kador Doue ’vel un aspedenn-veur ’vit ar Vro. – Me ’wel an Aeled skañv diouzh he c’hinnigiñ da sent Breizh, da sent Frañs. Me ’wel an Aotroù Doue o plegiñ E benn war hor c’hornadig-douar, hag o selaou…

Diwezhet eo an Oferenn. « Ite…» Deomp d’hol labour, kaderion… Ha fellout a ra deoc’h anavout kened an dremm denel ? Sellit dioutañ goude ur gomunion…