’N ur gemer ar vicher (3)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

29 Eost – 7 Gwengolo

II

HON DISKUIZH E TROSLY-BREUIL

Hent Koad Sant-Mard da Drosly-Breuil a zo kar da hent Tipperary : hir eo. Ha kavet hon eus hen hiroc’h c’hoazh ’vit n’en deo e gwirionez, rak a-dal un eur betek pemp, glav he deus taolet a-boullad. Gleb ’omp ’vel pesked-mor pa zegouezhomp er gerig vihan kousket c’hoazh.

Ne vern. Da ziskuizh e teuomp, hag emañ gwiv kalon an holl.

Ur gambrig a zo bet gopret din, hag ez on a-barzh ’vel em hini e Pariz. Keneve an tennoù kanol, a glever o gour-drouz deiz ha noz, ne soñjfemp ket ez omp er brezel.

Newazh n’hol lezer ket da gousket. An deiz war-lerc’h hon degouezh e Trosly, un urzh eus ar c’horonal a ro din 125 den ’vit monet d’ar c’hoadeg da droc’hiñ gwez ’vit lojigoù ar c’hleuzioù. Ma dek deiz da ziskuizh a dremenin du-hont.

Daousto din em bout baleet e meur a gornad, ur c’hoadeg gwir n’em boa ket gwelet c’hoazh. Hini Compiègne em eus her karet a-benn. Talliñ218 a ra bout deut amañ, da ziskuizh ha da huñvreal, p’en em sil etre ar barroù terennoù madelezhus heol an hañv. « Dindan an dervenn ! » ’vel ma kan hor Filomena219 war un ton da Vourgault-Ducoudray…

Evit lâret ar wirionez n’en deus amañ ’met fav. Met ken uhel ’int, ken pinvidik eo o barvenn m’ho peus ’vite ar seurt doujañs en doa an drouized ’vit an derv.

Taoloù bouc’hal, hag an heskenn a ya a-raok. E-pad ma labour ma zud, chouket ’on war ur garreg gwisket a van. Holl an douar, war-dro din, a zo goloet a zel marv, del ar bloazioù arall, rak ar fav-mañ a zo glas c’hoazh o fennoù. Droug a ra da’m c’halon klevout ar gwez bras o kouezhel, en ur stokiñ diouzh an douar, gant un trouz heñvel diouzh difronkad ur ramz. Ken nerzhus ’int, ken eeun, ken kaer, fav ma c’hoadeg ! Betek pegoulz enta, ma Doue, e chomo ar brezel kriz-mañ da droc’hiñ gwriziad ar vuhez er c’hoadeier, en tiegezhioù, e pep lec’h ? Un den, ur wezenn e oad he nerzh, un druez eo o gwelet o kouezhel… Ma fenn a lakaan e m[a] daouarn, ha ’vit donet da ankouaat an dismantroù a reer amañ, soñjal a ran.

Ma Doue, em c’halon ivez ez eus dismantroù. Heñvel eo ganin en un taol e teraou an del melenaet da goroll war-dro din. Ur goroll goustad, ur goroll trist, dindan avelenn un hañv tost d’ar bez. Sellet a ran dioute ha setu int, an del disec’het, o kemer dremmoù a anavan.

« O te, a lâren d’unan, koun em eus ac’hanout. Ha n’en dout ket te ar garantez-mañ din, a vleunie nerzhus pell, pell a zo, hag a zo marv ? Nag an all war-dreñv dit, gouzout a ran he anv ivez. Hounnezh a oa ar gredenn em boa e madelezh an dud, pa sone muzik ar yaouankiz e ganennoù dous e sol ma c’halon, ar gredenn-hont hag a zo marv. Ha te, a ya hag a za ’vel ur follezh, petra ’out nemet steud ma huñvre karetañ, hag a zo marv. C’hwi holl, o del, c’hwi holl a c’hellan lâret penaos e reer ac’hanoc’h, rak ho lakaet em eus er bed, rak daeroù em eus taolet war bep-unan en deiz hag en eur ma’z ae da get. C’hwi zo steudoù ma huñvreioù diskaret, kelanoù ma c’harantezioù marv, huan an hentoù heuliet da’m c’halon ; biskoazh n’em eus ehanet eus ho karout : Kouskit e peoc’h… »

Hag an del neuze da gomz diouzhin, hag e lâront :

« Ni ivez da anav, o barzh deut a bell bro. Goût a reomp ni ivez piv ’out ha petra ’omp. Ni zo holl ar re n’en dout ket bet, holl ar re az pefe karet bout ha n’ac’h eus ket gellet, pe vennet. Ni zo marc’hegion da huñvreioù, beleien an aoterioù a garez, ar vleinerion-pobloù, ar salverion-broioù. Ni zo holl ar re ne vi ket, rak mar nij pell soñjennoù mab-den, berr eo e zeizioù. Ha ni zo ar pezh e vi kent pell, un dra marv, un huan, ur steud. Ni zo da amzer-gent… »

Neuze e teuas koun din eus ur bedenn, ur bedenn graet en un eur bennak a druegezh war hentoù kalet ar bed-mañ, ha me mont hag he adlâret :

« …Met n’em dilezit mui. Pa skoy an dic’hoanag
Warnon, diouzh ma mouezh baour, o ! ne chomit ket bouar220 ;
Dalc’hit ma sell d’al laez bepred, rak
Ma daoulagad ’ra poan dezhe gwelet an Douar… »

« Savet em eus ma sell trema an neñv. Du-hont, pell du-hont e blein ar fav divent, terennoù alaouret an heol a c’hoarie laouen gant an del glas. Hag an del glas, an heol aour, an neñv dous a eilgerias diouzhin, ur ger hepken : Goanag !


218 talvezout

219 Philomène Cadoret

220 bouzar