daskor - facebook  daskor - css

Daskor

’N ur gemer ar vicher (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

28 Eost.

Tro ’n noz em eus kousket, kousket c’hwek. Tennet en deus ar c’hanolioù boch war hor c’hleuz-difenn, un den o deus gouliet deomp, ha netra n’em eus klevet, seurt pounner e oa hun. Ur vicher iskis eo hounnezh.

Ma faotred a zo Kerneiz holl. Tud a galon, labourerion start. Ur joa eo din bout degouezhet e-touez ma breudeur a Vreizh-Izel, e c’hellan komz brezhoneg dioute bemdez. Hiriv e welan, gant ma daoulagad-me, n’en deo ket gaou ar pezh a lavarer anezhe dre ar Bed holl. Kaored ’int, ma faotred, gwir vibion d’ar varc’hegion-hont a laoske bro ha tud, a sailhe war o jav hag a yae da vervel d’ar Groaziadeg.

Vat en deus graet ar brezel d’ar Vreizhiz. E-lec’h o bout mezh eus o orin, o fenn a savont plom hiriv. Balc’hder ar ouenn, aet da gousket kant ugent vloaz zo e bez ar Chouan diwezhañ, a zo bet dihunet da vouezh ar c’hanolioù. Bremañ e ouzont pegen kaer eo an anv a Vreizhad, pegen uhel eo o gwadenn. O gwad ar re kouezhet pa sone trompilhoù an Trec’h, war c’hlannoù ar stêr istoriek ; gwad bleizi-mor Dixmude ; gwad ramzed emgannoù Arras, an Yser, Champagn, ar Sav-Heol, gwad keltiek, ar vez benniget, benniget, benniget ! Disec’het oa hor c’halonoù, ha kouezhet ’out warnomp ’vel glav ; frost ha noazh e oa hon douaroù, ha te zo bet dezhe un teil santel. Dre da nerzh, setu-hi o sevel a bep kornad, bleunienn ar valc’hder broadel a glaskomp gwerz zo he hadiñ. Mar plij gant Doue e taolo greun, an hañv-mañ ’za…

Darvoud ebet e-pad an deiz. War-dro c’hwec’h eur, ali a reer deomp ez a hor c’hanolioù da sevenaat un tammig ar Boched. Ma faotred a ran dezhe deval el lojig an donañ, er « groc’h », hag e choman gant ma daou serjant da c’hortoz. Netra ne respont ar Boched d’hor c’ha-nolioù : tennoù fuzuilhenn, ’tra ken.

Da greiznoz eo ’ta an 262vet da gemer hol lec’h. Arru eo tro ma rejimant da vonet da ziskuizh ’vit dek deiz.

Kaer eo an noz, dindan peoc’h divent ar c’hoadeg. An del didrouz ne dremen a-barzh avelenn ebet ; ar c’hanolerion a ziskuizh bremañ. Hag en ur vont e penn ma rann, ma selloù a savan trema an neñv leun a stered, – a splann[a] munut o gouloù a-us da vlein uhel ar gwez, – ha deraou a ran gant ma fedenn :

« Hon Tad a zo en neñv, Hoc’h Anv ra vo santelaet, Ho rouantelezh degasit deomp… »