’N ur gemer ar vicher (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

       « Descende, sede in pulvere, virgo filia Babylon, sede in terra… Revelabitur ignominia tua et videbitur opprobrium tuum ; ultionem capiam, et non resisteret mihi homo.
       Sede tacens, et intra in tenebras, filia Chaldæorum, quia non vocaberis ultra domina regnorum… Venient tibi duo haec subito in die una : sterilitas et viduitas… Veniet super te repente miseria quam nescies. »
       (Is., XLVII, 1,3,5,9,11)

LODENN GENTAÑ

27 Eost 1915

Lamet hon eus eus ar Bourget da greiznoz. War-dro pemp eur e tihunomp e Pierrefonds (Oise). Hag hir pe berr e oa an hent, n’ouzomp ket.

Ur bannig dour war ma daoulagad, hag e sellan tro-ha-tro deomp.

Roud ebet n’en deus c’hoazh eus an heol, daousto dezhañ bout dihun un hanter-eur en hor raok. Ar c’hentañ tra a welan a zo kastell Pierrefonds, a sav e dourioù e-mesk al lugenn, ’vel ur gweledigezh eus an oadoù marv. A bep tu dezhañ, koadeier ha koadeier en em led[a], soublet el lugenn ’int ivez. Na dousat eo ar beure-mañ…

Hag e soñjan emañ ’vit miriñ da vibion hor mibion dremmweloù ’vel hennezh ez eomp-ni du-mañ davet ar glav-plom, ’vit an douar, ’vit ar gwez, ’vit ar c’hastell. Douster beureoù Frañs an hini eo a zifennomp pep beure eus ar brezel-mañ. Rak disevenidi ar vro-boch ne oufent ket ober gante : war ar c’hastell diskaret buan, un « uzin » bennak a aozfent ; hag ar c’hoad-mañ roet deomp gant Doue ne vefe mui klevet a-barzh ’met trouz gouez rodoù pe morzhol, e-lec’h kan’enn an evned benniget. Soudard ma bro, n’ouzez ket pegen bras ’out : kann a rez ’vit miriñ diouzh ar C’hened a vervel.

Met n’en deo ket ’vit prederiat war gastell pe koadeg ez omp amañ. Ha ni en hent.

P’en deuit war hentoù ar brezel da glask ar rejimant ez oc’h bet kaset davetañ, ar c’hentañ tra a gavit en arbenn deoc’h a zo ar c’hirri. E ti-gar Pierrefonds ur c’harr bihan a daolomp hor pakoù a-barzh. Mont a reomp war droad da Rethondes, ar c’harr diaraok deomp. Iskis eo hon tremenadeg : un douzeniad kaderion o vont war-lerc’h ur c’harr goloet. Heñvel eo ganeomp bout oc’h ambroug ur marv. C’hoarzhin a reomp war ar mennozh-mañ…

Ha newazh emañ gwir marse. Marse ez oa e gwirio-ez un interamant e oan a-barzh ar beure-hont, hag e heulien, hep kompren, kelan ma amzer gent, arc’h ur yaouan-kiz tonket dezhi gant Doue chomel er c’hoadegi tost da Compiègne da c’hortoz diwezh ar Varn-Veur. – Doue a oar. E ivoull santel ra vo graet !

Kentizh lamet a Bierrefonds, mouezh ar c’hanolioù a glevomp. Bremañ e kerzhimp war ar c’hanol, ’vel ar Rouanez war ar Sterenn.

Kemeret em eus e Rethondes kirri-rejimant an 318vet a glasken. Gante e tapan Choisy-au-Bac.

Merennet deomp, ha merennet mat, ur c’harr arall a bignan a-barzh. Hennezh a’m c’haso betek al linenn-tan, a-dreuz da Goadeg-an-Aer ha da Goad Sant-Mard.

E koad Sant Mard emañ rann-linenn ma rejimant. Ar c’horonal, a zo e vurev en ur c’hozh tamm koumanant, a’m stag[a] diouzh an 20vet kompagnunezh.

An 20vet kompagnunezh a zo el linenn gentañ. Un den da’m ambroug hag ez an daveti.

Emañ teir eur.

Un tammig war-lerc’h e klevan ’vit ar wech gentañ a-us da’m fenn c’hwitelladenn ar boledoù. Kouezhiñ a reont mat war-dreñv deomp, nikun war hor c’hleuz-ni. Ha ne bad ket pell ar grogad. Koaniañ a reomp e peoc’h hag ez an da gousket goude, rak skuizh ’on. Div nozvezh zo n’em eus ket serret ma daoulagad kerkoulz lâret.

’Vel mestr ur rann215 ul lojig bihan em eus ’vidon ma-unan. « Gourbi » a reer anezhañ e galleg…, en arabeg ivez. Kariñ a ran ma lojig-douar. Ur gwele-kamp, un tamm plankenn da zerc’hel lec’h an daol, ur gador plouz deut eus un ti bennak, setu ma glouestroù. Eürus ’on aze ’vel en ur palez.

…A-beban e teuont din, ar soñjoù ez on en un taol gronnet dezhe, a ma ijin-spered hepken, pe a sol ar bezioù yen-skorn a gousk enne ludu a Gourdadoù ? Heñvel eo ganin ne ran ’met kenderc’hel diouzh ur vuhez deraouet pell-zo. Gwele, taol, karter-noz, betek ar bara poazhet ’vit padiñ, pep tra a anavan, koun em eus a bep tra… Marse… unan bennak a ma zadoù a zo bet kadour ’veldon, marse, hag emañ e ene a zihun em ene…

N’en deus ket d’ober da doullaat ken don en amzer. Mab ur moraer ’on ; martolod ha kadour zo breudeur a vicher. Ar c’hounioù a za din henoazh a zo re ar mizioù tremenet din war hentoù dispar an Atlanteg, p’en daen gant bagoù paour ma bro da valeiñ ma glac’har dre ar mor. Trouzioù ar mor, trouzioù ar brezel ! Hag ar stered, en noz, a luc’h ur seurt war un argoll. An hevelep kanennoù a c’hellan ober gante, hag e rin, rak setu int, goustad, goustad, o pignat a sol ma c’halon, ar pozioù a vourremp diouzh o lâret en nozioù-hont eus an hañv, e-pad ma c’hoarie ar pesked a bep tu d’ar vag, er mor lampr, – gwerzenn an Den da garter :

Sonet eo hanternoz, huchet zo : Da garter !
              Huchet zo : Da garter !
Deomp-ni bremañ war ’r pont da basiñ peder eur216.

…An amzer a zo kaer, ar mor hep houlennoù,
Ha ni war an dañjer a savo kastelloù.

Ober kastelloù Spagn hep biskoazh o gwelet,
A vo pare da gouezh kentizh ’vel bout savet.

Ne vern ket. Greomp atav. An amzer a baso
Ha ’vel ur redadenn an noz a dremeno.

Setu deut ar momant da gaoliat war ’r pont :
Deomp bremañ a spered d’ar gaezh broig vreton.

Daousto deomp bout ken pell, me ’gav g’nin he gwelet
’Vel pa v’femp o pesiñ ’n He C’hourev217 benniget…»


215 section

216 W ér

217Coureaux, gwazh-vor etre Enez Groez hag an douar-bras.