daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ENEZ AR BAOURION : iliz Itron Varia an Trec’hoù.

Amañ e teu ar re gablus, ar re dinerzh, ar re flastret ;

Amañ e taouliner didrouz hag e oueler hep lâret ger.

Ti ar vamm eo.

Ar vamm a zo He delvenn du-hont, He fenn kerlet en aour a-us d’an aoter wenn, hag e tiskouez He mab d’ar bobl.

Hag ar bobl ne wel ket ar bobl ; ar bobl a zo he daoulagad staget war re ar Vamm.

Spi war-dro dit. E-men178 ec’h eus gwelet pediñ ’vel el lec’h-mañ ?

Dirak ar piladoù179 enaouet, eneoù a glever o tifronkal ; amañ en em ra ar bedenn wellañ, pedenn ar selloù.

Perak e komzfen ?… Goût er-walc’h a reont, int o daou, peseurt droug eo ma droug.

Goût a reont ma gwanidigezhioù, ha ma fec’hed, ha ma mezh divent,

Hag emañ dalc’h ma c’halon marvel e krabanioù skoul du an Dic’hoanag !

N’en deus ket d’ober da gomz diouzh Mamm ’vit ma ouezo.

Lenn a ra splann em diabarzh.

« ’N em stoket em eus diouzh Ho treid, o Mamm, ’vel unan mezv. Mezv ’on gant ar boan, ha mut ’on.

Ma daoulagad a glask Ho taoulagad, gouloù Ho taoulagad, peoc’h Ho tal a Werc’hez.

N’en don mui ’met ur sell dirak Ho sell ; hernet eo ma spered, hernet ma zeod. Lârit din perak ez on bev !…

Ho pedet em eus e yaouankiz an deiz, ha krin oa ma c’halon, ha glizh Ho komz n’en deo ket deut.

Dindan plom an heol a greisteiz, freuzer pep nerzh, em eus Hoc’h aspedet. Hag Ho mouezh n’en deo ket savet.

Arselin ha tro ’n noz e youc’hen warnoc’h ; korf hag ene, gronnet e oan a deñvalded, ’vel ar re varv da virviken,

Ha n’Ho peus ket sellet ouzhin…

O Mamm, ma ne sellit ouzhin, piv a sello ? Ma ne rit war ma zro, piv a ray ?

O Gouloù, petra ’rin-me hepdoc’h, ’met tastornat, ha p’en don dall ?

Ha p’en don me-unan, petra ’rin-me hepdoc’h, ’met oueliñ forzh, o Levenez ?

Hepdoc’h, o Lilienn, petra ’rin-me, p’en don pec’hed, ’met poaniñ Doue ?

Poaniñ Ho Mab… »

Klevet He deus ar gomz kuzhet, lennet He deus war ma selloù,

Ha bremañ ec’h evan ar peoc’h, ma gwalc’h, ma gwalc’h…
Ha bremañ ez in dijabl en arbenn d’an dud : ma Mamm a zo ma dorn en He hini,
Kreñv ’on.


178 KLT pelec’h

179 flambezioù