Pedenn en teñvalded (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

       Bonum est viro si portaverit jugum ab adolescentia sua.
       (Threni, III, 27.)

Me zo ganet e-kreiz ar mor
     Teir lev er-maez ;
Un tiig gwenn du-hont em eus64,
Ar banal ’gresk e-tal an nor
Hag al lann a c’hol65 an avaez.
Me zo ganet e-kreiz ar mor,
     E bro Arvor.

Ma zad a oa, ’vel e dadoù,
     Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
– Ar paour ne gan den e glodoù –
Bemdez-bemnoz war ar mor blod.
Ma zad a oa, ’vel e dadoù,
     Stlejour-rouedoù.

Ma mamm ivez a labour[a]
     – Ha gwenn he blev – ;
Ganti, ar c’hwez war hon taloù,
Desket em eus bihanig tra,
Mediñ ha tenniñ avaloù.
Ma mamm ivez a labour[a]
     D’c’hounit bara…

O deizioù ma bugalerezh,
     P’en d-aen, dilui66,
Gant mamm da redek an irvi,
Pe gant ma zad d’ar beskerezh,
’Men67 ez oc’h-c’hwi, ’men ez oc’h-c’hwi ?
O deizioù ma bugalerezh,
     Na dous e oac’h68 !

C’hwec’h ’oamp neuze, Santez Mari,
     War-dro d’an daol ;
Yac’h ha laouen e vevemp holl,
Da Zoue ha Deoc’h e tougemp bri.
Bremañ emañ kemmet an taol.
C’hwec’h ’oamp neuze, Santez Mari,
     N’omp mui ’met tri…

Ar marv war an nor ’neus stoket,
     Deut eo e-barzh :
Hon eurvad zo aet kuit ’n un arc’h
Er vered-parrez da gousket…
Hag ennon e c’hanas69 ur barzh.
Ar marv war an nor ’neus stoket…
     – Ne ouelin ket !

Ne ouelin ket ! Re ’meus ouelet
     Neuze, siwazh !
Ha c’hoant em befe d’ober c’hoazh,
D’ar glac’har ’zo ’tro da’m oaled !
Met ret eo bout kreñv ’vit warc’hoazh.
Ne ouelin ket ! Re ’meus ouelet :
     Eurioù kollet.

Daeroù a zic’hoanag divent
     Em eus taolet
En devezhioù-hont ken kalet ;
Ra vezit benniget ’velkent,
Rak roet Ho peus din ar gweled !
Daeroù a zic’hoanag divent
     Ma amzer gent !…

…Ha bremañ petra ’lârin-me,
     Pa ouzit holl ?
Ma eurvad douarel aet da goll,
Bet ’on er c’hloerdi, en arme,
Baleet ’meus dindan hoc’h heol.
…Ha bremañ petra ’lârin-me,
     Dirak ma Doue ?

Petra ’lârin Deoc’h, o Doue strizh,
     Mor madelezh ?
Ar baourentez zo c’hwerv he laezh ;
Ar bleuñv disec’het ’c’houlenn glizh ;
An douar-mañ zo lous e follezh70.
Petra ’lârin Deoc’h, o Doue strizh,
     ’Met ez on skuizh !

Deut ’on davedoc’h arselin ;
     Diouzh Hoc’h aoter
E klaskan dibun ma fater :
Sklaerderit me hag e welin,
Komzit, ma tañvain Ho touster
Deut ’on davedoc’h arselin
     War ma daoulin…


64 W em es

65 KLT c’holo

66 pe diluz

67 KLT pelec’h

68 W oeh

69 genel, pennrann gan-

70 pe follentezh