an Diwezhañ postkartenn

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Sul Vask 1917

Ar sizhun gwashañ em eus paset er brezel, ar sizhun santel-mañ eo. Na ti, na toenn, dindan un amzer ken kriz. E korf 60 eur em eus kousket un eur, ha c’hoazh ez omp bet dihunet d’ar yender, holl an arme goloet a erc’h. Skuizh ’omp d’ar marv. Pegoulz e tiwezho ar vuhez-mañ ?

Skriv a ran deoc’h a sol ur c’hoad, a gouezh ar melloù-dir221 a-barzh ken puilh ’vel glav.

Marse ez eus du-hont, pell, o ken pell, kêrioù, ha tier, hag oaledoù… Amañ n’ouzomp ket, ne soñjomp ket mui…

Trugarez Doue, nerzh hon eus atav d’en em stlejal ha da c’hoarzhet war hon truegezh.

Kenavo, Iwann, lous eo ar brezel, setu. An hini ’zo e penn hon niverenn, hag a rankfe komz ’vidomp ha p’en domp skuizh, en deus respontet dec’h ez oamp frev. Petra ’faot deoc’h, biskoazh ne ve ganeomp !

    A galon,

    YANN


221 obuzoù