Kan bale ar Chouanted
war an ton Jean Cottereau
Deut eo an eur, Breizhiz, taolomp ar yav
War sav !
Kemeromp bazh, falc’h, forc’h ha pal,
A-raok war chatal ar Vro-Gall :
Penn ar roue Loeiz o deus troc’het,
Bleizi breton, hudit, hudit* ! [W hudet]
Tenn, tenn, tenn
Kanon ha fuzuilhenn :
Torr e benn !
Deut eo an eur, Breizhiz, taolomp ar yav
War-sav !
Ar gwad a red er flankennoù,
Gant ar gwad, ruz eo an hentoù,
Ar gwad a red war ar menez :
Gwad brein ar Gall milliget eo !
Tenn, tenn, tenn
Kanon ha fuzuilhenn :
Torr e benn !
Deut eo an eur, Breizhiz, taolomp ar yav :
War-sav !
Laeret o deus hon frankizioù,
Losket o deus hon ilizioù ;
Kent pell hor c’habestrint [...?],
Ma ne sailhomp holl warnezhe.
Tenn, tenn, tenn
Kanon ha fuzuilhenn :
Torr e benn !
Deut eo an eur, Breizhiz, taolomp ar yav
War-sav !
Ar Vretoned zo paotred kreñv*, [W kriu]
Ret eo deomp hen diskouez hiriv ;
Ret eo redek war ar Gall brein,
Breviñ hon bizhier war e gein.
Tenn, tenn, tenn
Kanon ha fuzuilhenn :
Torr e benn !
Deut eo an eur, Breizhiz, taolomp ar yav
War-sav !
Gant Roue-Begnen pe Kadoudal
Bec’h e gasomp da doull ar Gall ;
Ar Re-C’hlas a dec’h kuit, spontet,
Pa glevont kan ar Chouanted.
Tenn, tenn, tenn
Kanon ha fuzuilhenn,
Torr e benn !
Deut eo an eur, Breizhiz, taolomp ar yav
War-sav !
Ni zo breton, ni zo kristen,
’Vit her chomel ni a c’houren :
Hor Feiz en do he lec’h d’an heol
Pe mallozh ruz da dud an diaoul* ! [W diaul]
Tenn, tenn, tenn
Kanon ha fuzuilhenn,
Torr e benn !
Deut eo an eur, Breizhiz, taolomp ar yav
War-sav !
N’hon eus ket c’hoantet ar brezel,
Met difenn a rimp Breizh-Izel ;
Hor Mestr-ni a zo Doue hepken,
Breizh ’vo dihaod* da virviken ! [sans entraves]
Tenn, tenn, tenn
Kanon ha fuzuilhenn,
Torr e benn !