Kentskrid (Loeiz Herrieu)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Lorient, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Goulennet a zo bet ganin sevel ur vouladenn nevez eus al levr « War an daoulin ».

Asantet em eus, gant plijadur, o soñjal emañ bet « Dihunamb » kavell lennegel Y.-B. Kalloc’h. N’ankounac’han ket eñ en doe kaset din e esaeoù kentañ, ha pa oe studiour e Kloerdi bihan Keranna.

Estroc’h eget ur pezh eus ar re a gaver pelloc’h a zo bet moulet da gentañ en hon dastumadenn. Ha n’em eus ket keuz hiziv bout bet hen hentet, a gement ma c’hellen, ha roet en tu dezhañ da zigousket, en e galon yaouank, ar garantez e-keñver Breizh hag ar brezhoneg.

Kentizh deomp bout [en] em anavet, ez oe savet etrezomp ur garantez sonn hag en deus padet, evidon, kehed ’vel e vuhez, siwazh re verr, hag e ouarnan-me atav, kuzhunet hen dindan [a] ma c’halon.

Rak-se ne gredan ket e vo hini souezhet m’en deo me eo en deus bet karg gant mamm Y.-B. Kalloc’h hag e vignoned da vrudañ hiziv labour kaer an hini a zo bet ma c’henlabourer felan ha ma skoliad un tammig.

Evit sevel ar vouladenn-mañ, heñvelaet em eus ar vouladenn gentañ diouzh e-leizh eus an dornskridoù, lizherioù, paperioù chomet war-lerc’h Bleimor. Dioute em eus c’hwennet ar faziadennoù chomet stank er vouladenn-se.

Lakaet eo bet ivez an tammoù labour en ur rank arall, spletusoc’h evite. Asantet en doe hor c’heneil, kent bout lazhet, ma vefe bet graet kement-se.

Tri tamm, na oant ket er vouladenn gentañ, a zo lakaet e houmañ : Ho pet truez diouzhinK’roll an del marv, ha diwezhañ lizher brezhonek an oberour.

Ne gredan ket e tispletint al levr.

Graet hor boe sevel, war relegoù Y.-B. Kalloc’h, degaset d’e enezenn genedel, ur bez a zibouk anezhañ, ’vel ur boked, ur Groaz keltiek, arouez e ziv garantez vrasañ.

Hiziv e karfemp sevel dezhañ, e kalon kement Breizhad a zo, ur bez meur gant an ober-mañ hag a zo unan eus ar c’haerañ bokedoù dibouket biskoazh eus ar brezhoneg.

    ****

Venniñ a ran trugarekaat, diouzh tal ar vouladenn-mañ, ar re en deus roet dorn din da zisoc’h gant ma labour :

En D.D. :

O. Vallée, paperour Benac’h, oberour ar paper goulennet ganeomp, gant sinadur Y.-B. Kalloc’h ;

L. Palaux, en deus prestet poltred Bleimor yaouank hag isletenant (hennezh tennet gant Y. An Diberder) ;

P. Mocaër, en deus prestet din holl an dornskridoù a oe gantañ ;

Y. An Diberder, en deus prestet paperioù, kartenn brezhonek diwezhañ Y.-B. Kalloc’h, roet soñj d’ober paper sinet, steudet a-nevez ar skridoù, ’vel ma zo bet lâret uheloc’h, kempennet ar skeudennoù ha lakaet ober war gouevr, war e goust, ar poltredoù-mañ :

– Kalloc’h, kent ar brezel (tennet gant Firmin Davigoù) ;

– Kalloc’h, ofisour : war dreuzioù e zor ; azezet en ur vag ; e-tal maen-hir Salver-ar-Bed ; e-tal Kroaz Kerampoulloù – hounnezh a blije ar muiañ da Galloc’h (ar re-mañ tennet gant Y. An Diberder).

Skeudenn interamant Bleimor a zo bet kaset d’Y. An Diberder, gant an Ao. abad Ar C’ham, person Houad bremañ, hag a oe er brezel, en hevelep rejimant gant Kalloc’h.

          Loeiz HERRIEU