IV Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud'homme, 1901
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

FAÑCH, MARC’HARID, KAOUR-VRAS

KAOUR-VRAS, en ur stardañ dorn Fañch ha pokat d’e verc’h
Deus ma welan, amañ oa den ouzh va gedal.

MARC’HARID
Eo, va zad, klevet zo lod eus ar wirionez ;
An dilerc’h a glevin ganeoc’h-c’hwi, aotrounez.
Lârit din, da gentañ, penaos ho peus gallet
Distreiñ ken prim, pep tra n’ un devezh ingalet ?

KAOUR-VRAS
A ! va faotrezig kaezh, evit bete-bremañ,
N’ouzout ket peseurt den kalonek zo amañ :
Divizet ’noa ouzhon, ur miz ’raok an eured,
’Vit kas diwar da dro poan-galon, keuz-spered,
’Vit diwall eus pep maen da dreidigoù tener,
’Rankjemp hon-daou bale ganit, ’vel daou rener,
War hent bras ar vuhez, hag ober eus da di
Un neizhig alaouret !

MARC’HARID
                                     O ! gwashañ komplidi
En doa ’enep din-me ho kalonoù savet !

KAOUR-VRAS
Heuilhañ n’am eus graet ken ar pezh en doa kavet
Da waz karantezus, skouer vat ar mibien kaer,
Ur merour, plom a-walc’h, a zo du-mañ e kêr,
Ar Robig, kreñv ’n e stal, erru dezhañ c’hwec’h paotr,
’Neus sammet va milin war an holl dichipot.
Va loened zo gwerzhet ’tre an amezeien ;
Traoù an ti, pere ’dalv nebeut a wenneien,
Am eus lezet e-barzh, m’o c’havin adarre,
Ma tegouezh deoc’h skuizhañ ganin war ho korre.

FAÑCH
Me na skuizhin biken gant an neb ’neus savet
Un durzhunell ken koant da lakaat em c’haoued,
Ul lili gwenn ken glan evel va c’haredig ;
Va zad a rin bepred eus tad Marc’haridig.

Tri daol a skoer war an nor.

Digorit ! Daoust piv ’c’hall ’n em gaout e toull an nor ?