III Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud'homme, 1901
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

MARC’HARID, FAÑCH

MARC’HARID
He c’homzoù drouk, Fañchig, a drubuilh ac’hanon,
Gant ur ger eo mouget levenez va c’halon !

FAÑCH
Perak, va c’haredig ? Ur wrac’h kozh divalav
’Reno, ’gav dit, ar bed gant he gerioù goullo ?
Doue hepken emañ pep tra en e zaouarn ;
P’hon eus furnezh a-walc’h hon-daou d’en em c’houarn,
’C’hellomp bale, dinec’h dre hentoù ar vuhez,
Ha respont d’ar seurt tud gant ur sell a druez.
Ur c’heloù a-zoare ’lavarin dit bremañ :
’Vit na ouelo biken al lagadigoù-mañ,

Pokat a ra d’he daoulagad

’Vit ma vo d’eürusted ar brasañ ma c’hellin,
’Meus aliet da dad da feurmiñ e vilin,
Ha da zonet amañ ganeomp-ni da vevañ.
Pet petra ? Kement-se ’lak a’nout da leñvañ ?

MARC’HARID
Ya, gant ar blijadur da gaout ur gwaz ken mat,
A oar lenn em c’halon pep c’hoant ha pep mennad !

En ur c’hoarzhin

’Velkent, e rankan dit ober ur rebechig
Da vezañ betek-henn kuzhet ouzhon, Fañchig.

FAÑCH
Mar ’mije gallet koach un tammig pelloc’h c’hoazh,
’Vije erru da dad ’raok ma ouezjes biskoazh ;
Rak eñ klevet a ran ’tigeriñ an nor-dal.