II Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud'homme, 1901
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

FAÑCH, MARC’HARID, MON GOZH

MON GOZH en un dont a-daol war an teatr, hag en ur c’hoarzhin skiltr
Ah ! ah ! ah ! ah ! ah ! ah ! Daoust piv ’c’hallfe yac’haat
Goulioù ar vuhez ? Te ’rafe ar marc’had,
War digarez ’out koant, yaouank ha pinvidik,
Da bareat poanioù ur galon reuzeudik ?
Re vihan ’out, kaezhig : eno ’vefes trec’het.
Sell un tamm ouzhon-me, kozh gwezenn disec’het,
Na oufen ken ober an disterañ bale
Hep na sav war va lerc’h goapadeg bugale :
« Tortez ! » du-mañ, « tortez ! » du-hont, « tortez ! » atav.
Me zo bet, koulskoude, ’veldout yaouank ha brav :
Din-me, pa dremenen, ’vije an holl selloù,
Muzelloù ruz zo bet poket da’m muzelloù,
Kinniget zo bet din kement tra a garfen…
Ha setu-me torret va c’horf, koshaet va fenn,
Bruzunet va c’halon ; diwall ouzh kement-all !

FAÑCH
Hent ar vuhez, Mon Gozh, me ’oar eo un hent dall ;
Ni ’boanio da vale gantañ deus hon gwellañ,
Ha da zalc’hen war-eeun betek ar penn pellañ.

MARC’HARID en ur reiñ daou wenneg d’an hini gozh
Dal’t, Mon, pedit evidomp e-lec’h taol mallozhioù :
D’ar c’halonoù poaniet madelezh zo louzoù.

MON GOZH etre he dent, ’n ur vont e-maez
Daou wenneg ! marteze ’deo* ket atav da reiñ ;    [n’en devo]
Rod ar binvidigezh ’zalc’h noz ha deiz da dreiñ.