I Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud'homme, 1901
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

FAÑCH HA MARC’HARID

Ur son binioù a glever o pellaat

MARC’HARID
Den ebet ken war-dro ; setu ni hon-unan,
Fañchig ! klevet a teus ’drak al « Liorzh Gwenan »
O vervel diwezhañ kimiad ar binioù ?

FAÑCH
Ya ; met, pa dav an drouz, e kan an eneoù ;
Pa dec’h an dud, e chom ganeomp hon c’harantez :
An devezh dec’h, koantik, eo bet ar c’haerañ deiz
Savet a-zioc’h va fenn ab’oe ma’z on ganet.

MARC’HARID
Mat ! hen anzav a rin, bremañ p’omp unanet :
A-vihanik, a-geit am eus anaoudegezh,
Oa ganit va huñvre, ganit va c’hoantegezh ;
Ha wa va flanedenn na oan ken faziet
P’am eus bet, Fañchig kaezh, a’nout-te da bried.

FAÑCH
Ha me, va ferlezenn, an deiz ’moa da gavet,
Oa ’kreiz al lanneier o tiwall da zeñved,
Da vouezhig o sevel ken flour ’trezek an ne[ñv],
Da zremm ken dudius, ma seblante gan[t]e
Klevet kan un Aelig e baradoz Doue !
Ha bremañ, p’am eus bet, eürusoc’h ’vit roue,
Un teñzor ken dispar dre zouster an eured,
Te ’vo Marc’haridig, enoret ha karet,
Seurt na vo bet biskoazh gwregig war an douar,
N’am eus ken er bed-mañ tad na breur, mamm na c’hoar ;
Deus va holl gwalleurioù te ’zigollo ’c’hanon.

MARC’HARID
Ya, me da luskello kuñvik war va c’halon,
Hag a briento dit eurvad ha plijadur
Ya yac’haat ar gouli graet gant an Tonkadur !