Dreist ar gwez galloudus hag ar c’hoadoù teñval,
Me ’gar balaneier en avel o fiñval ;

Dre greiz o regennoù balioù digoret,
Ha gwisket penn-da-benn a vleunioù alaouret ;

Pe, darevet gante an had en e glaouier,
O son, pa ’n em stokont, ’vel tammigoù kleier.

Me ’gar ar valaneg don, uhel ha ledan,
Loar splann war he gorre, teñvalijenn dindan ;

’Lec’h ma klever, e-pad an nozvezhioù klouar,
Treid noazh Kornandoned o skeiñ war an douar.

Me ’gar ar valaneg huñvreüs ha distan,
’Lec’h ma tisamm an den e skuizhder hag e boan.

Eno, pell diouzh trubuilh ha nec’hamant ar bed,
E kan aezhennoù kuñv ha frealzus-meurbet.

O barzh, ma tegouezh dit bezañ skuizh o vale,
Kae ’tre er valaneg, gra ’vel ar vugale :

Astenn d’izili paour war varlenn da vamm Breizh,
Ha kan ar valaneg a gennerzho da greiz.