war an hevelep ton gant hini Ar pardon

Da veuleudi, lann aour melen,
A rank diston war va zelenn ;
Da gaerder atav a ganin
Tra vo mouezh ha buhez ganin :
Te zo, ’gav din, penn-kil-ha-troad,
Heñvel-touet ouzh ar Breizhad.

Te n’eo ket brav lamet ganit,
Kregiñ ennout zo dic’hounit :
Bezañ ’teus ivin hir ha lemm,
Penn hag a bik, drein hag a flemm ;
Ret eo ivez bezañ paotr mat
’Barzh dont a-benn eus ar Breizhad.

Hogen, mar geo da stumm direizh,
Te zo kalon vat en ez kreiz :
Diwarnout e teu laezh d’ar saout,
Troad d’ar c’hezeg ha gloan d’ar maout ;
E galon ha zoken e wad
A oar reiñ ivez ar Breizhad.

Pe ve divalav pe ve brav,
Te ’ve bleunioù warnout atav,
Bleunioù alaouret ha seder,
En o zouez kan an alc’hweder ;
Bleuniañ ’vel-se ’ra da bep oad
Huñvreoù er spered Breizhad.

Te c’houl’, ’benn chom yac’h ha digor,
Avel menez pe avel vor ;
Pell diouzh da vro ne rafes ken
’Met disec’hañ gant an anken ;
’Veldout ne ve laouen ha mat
Nemet en e Vreizh ar Breizhad.

Pa gan en ez kreiz an avel,
Mouezhioù kuñv a deu da sevel,
A-wechoù karget a zaeroù
Pe heñvel ouzh klemm tud varv ;
Meur a wech ivez d’huanat
En em daol telenn ar Breizhad.

Breudeur ’omp eta penn-da-benn,
Gant un hevelep planedenn
Staget ouzh ar memes douar
Dindan ar memes heol klouar ;
Rak-se, da vleuñvenn ’vo dalc’hmat
Bleuñvennig karet ar Breizhad.