daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Amzer oa bet hag e rene 
E Breizh duked pe rouanez ; 
Bremañ n’an’vezer ken ane’ ; 
Hag ur roue zo koulskoude, 
               Geo ! 
E c’halloud o kreskiñ bemdez. 
 
Amzer oa bet hag e stoue 
Pennoù Breizhiz dirak Doue ; 
Bremañ war o farlochoù tre, 
War o c’hein pe war o gourvez, 
               Geo ! 
E pedont o Doue nevez. 
 
Amzer oa bet hag e vije 
Ur wech ar bloaz ar meurlarjez ; 
Bremañ ’reer anezhañ bemdez 
Tra ma pad an tammig danvez, 
               Geo !
Tra ma chom gwerzig ur banne. 
 
Amzer oe Breizhiz a lâre 
Ne drec’hje seurt war o gorre ; 
Bremañ, dinerzh evel ur preñv, 
Diskaret gant an hini kreñv, 
               Geo ! 
’Kouezh paotr Breizh war e benn a-dreñv. 
 
Amzer oa bet Breizh a save 
Pezhioù tud, pezhioù bugale ; 
Bremañ, diwad ha didalvez, 
’Ve tammoù tudigoù ’vel-se, 
               Geo ! 
Poan an diaoul o welout ane’. 
 
Amzer oa bet Breizh a vage 
Tiegezhioù a garantez ; 
Bremañ ’ve lazhadeg gante, 
Bugale, gwazed ha gwragez, 
               Geo ! 
Sodet holl gant an hini-kreñv.
 
Amzer oa bet Breizhiz a rae 
Korfadoù chistr ha chufere ; 
Bremañ ’brizont ken an traoù-se 
’Balamour, o tremen aze, 
               Geo ! 
’Skrabont ket ’vel an hini-kreñv. 
 
Amzer oa bet hag e varve 
Breizhiz evit o librentez ; 
Bremañ ’vent gant an hini ’bae 
Ha gant an hini ’vout enne,
               Geo ! 
Ar brasañ kofad hini-kreñv. 
 
Amzer da zont, ’lec’h ma kane 
Ken dudius war he menez, 
Breizh a ouelo ’kichen ur bez 
’N ul luskellat he bugale, 
               Geo ! 
Lazhet holl gant an hini-kreñv !