daskor - facebook  daskor - css

Daskor

  Me zo ganin tremenet amzer va yaouankiz, 
Ha ’rofe va holl danvez, ho geo tra la la, la dira, la dira, 
Ha ’rofe va holl danvez d’he degas war he c’hiz. 
  Me ’z-afe gant an hentoù diskabell, diarc’hen, 
Hag ar bizaj war va chouk, ho geo tra la la, la dira, la dira, 
Hag ar bizaj war va chouk, ’n ur glask an aluzenn ; 
  Eus an eil ti d’egile war bennoù va daoulin, 
’Vit gwelout va yaouankiz o tistreiñ ’n ur c’hoarzhin ; 
  Evit gwelout o sevel ’us da’m fenn adarre 
Gouloù-deiz va yaouankiz, heol seder va beure. 
  Pa darzhe e sklêrijenn e-kreiz an oabl glas-lin, 
Kement tra ’zo er bed-mañ ’gaven koant ha lirzhin. 
  Dre holl e welen kened ha dre holl madelezh, 
Ha pep mouezh da’m divskouarn a gane levenez. 
  Pep esper oa em c’halon, pep kredenn em spered, 
Kavout ’rae din e valeen ’n un huñvre alaouret. 
  Kavout ’rae din ’oa va buhez goloet a vleunioù 
Evel, da ziskar Ebrel, ur wezenn avaloù. 
  Met an amzer didruez zo deut gant e dorn yen ; 
Va huñvreoù ’deus gweñvet hag hejet ar wezenn. 
  Nijet kuit an holl vleunioù gant avel an anken 
Ha, kaer am bo damantiñ, ne zistrofont biken. 
  C’hwi ’ta, pere zo bremañ krog en hoc’h yaouankiz, 
Un teñzor zo ’n ho taouarn, un teñzor uhel briz. 
  Diwallit-hen aketus, grit outañ implij vat 
A-raok an devezh c’hwerv ma vo re diwezhad ; 
  ’Raok ma vo gant an amzer kutuilhet ar vleunienn, 
Ha ne chomo ’n ho taouarn nemet ar c’heuz hepken. 
  Evit deus dour ar feunteun e-pad ma vo war red, 
Azezit ouzh an taolioù tra ma vo koulz ar pred. 
  Ha, ma tegouezh deoc’h bezañ galvet gant an Aotroù 
A-raok ma vo peurnijet ar bleuñv diwar ho tro ; 
  O ! neuze ’vat, digorit gant stad ho tivaskell 
Da vont, ’vel ar gwennili, etrezek broioù gwell ! 
  Bezit laouen o vervel, trugarekait Doue 
Evit ho pezañ kerc’het a-raok goañv ar vuhez. 
  Ken koant eo ar yaouankiz, taol a ra c’hwezh ken mat 
Ma teu Doue e-unan a-wechoù d’he c’hoantaat. 
  Hag e tap ur bokedig eus liorzh ar bed-mañ, 
Hag hel lak er Baradoz da viken da vleuniañ.