Seizh sant Breizh

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

war don Ar re unanet evel m’emañ er Barzhaz-Breizh

    I

Lârit-hu din, Bro Gymru, Bro-Skos hag Iwerzhon,
Pa rankas ho pugale tec’hel rak ar Saozon,
Pere ’savas d’ho hentañ dreist al lannoù direizh ?
« – Ar re-se, ’me Bro-Gymru, ’voe anvet seizh sant Breizh. »

Lavar din, mor peurbadus, te ’zo hir da eñvor,
Pere ’deuas ganit-te betek aodoù ’n Arvor,
Ur groaz etre o daouarn, ur feiz start en o c’hreiz ?
« – Ar re-se, ’me ar mor bras, ’voe anvet seizh sant Breizh. »

Lavarit din, kêrig Dol, stummet kozh ha teñval,
Iliz-veur glas oc’h ouelañ d’arc’heskopti gwechall,
Piv en doa deoc’h degaset sklêrijenn glan ar feiz ?
« – Samson a oa e anv, unan eus seizh sant Breizh. »

Sant-Malo, kêr vrezelek, bet rouanez war vor,
Sant-Servan, o fougeal gant da dour Solidor,
Piv en doa deoc’h da gentañ desket sevel lojeiz ?
« – Ar manac’h meur Sant Malo, unan eus seizh sant Breizh. »

Kêr Sant-Brieg, astennet en ur vro binvidik,
Etre saonenn vras ar Goed hag hini ar Goedig,
Piv ar c’hentañ a c’hwezhas ar vuhez en da greiz ?
« – Brieg, va faeron santel, unan eus seizh sant Breizh. »

Lavarit din, Landreger daoulinet o pediñ,
Aod leun a dristidigezh, maezioù leun a dudi,
Piv ’zeskas anv Doue d’ho koadeier direizh ?
« – Tual, hon zad benniget, unan eus seizh sant Breizh. »

Kastell-Paol, kêrig santel, rouanez al Leon,
Gant da dour moan burzhudus o vont d’an neñv war-eeun,
Piv ’daolas en da zouar hadenn gentañ ar feiz ?
« – Paol, trec’her an aerouant, unan eus seizh sant Breizh. »

Lavarit din, kêr Gemper, tier pell ’zo bodet
En-dro d’ho tourioù uhel, war vordig an Oded,
Piv ’skuilhas war ho korre bennozh Doue e-leizh ?
« – Hon eskob bras Kaourintin, unan eus seizh sant Breizh. »

Ha te, kêr gozh morgousket war-laez da wazhenn-vor,
Gwened, eus da yaouankiz mar teus dalc’het eñvor,
Lavar din piv ’enaouas tan an neñv en da greiz ?
« – Patern, va eskob karet, unan eus seizh sant Breizh. »

    II

’Forzh pelec’h ’vo baleet dre zouar Breizh-Izel,
’Forzh pelec’h e tegouezho d’ar c’hlasker taol e sell,
Ur vouezh bepred a glevo, dindan an traoù varv,
O lavaret : « Seizh sant Breizh o deus krouet hon bro. »

Ar c’hêrioù koant stlabezet penn-da-benn hon aodoù,
Ar c’halvarioù a ziwall noz-deiz hon c’hroazhentoù,
Pep chapel ha pep iliz, pep tour ha pep bered,
A lavar d’an tremeniad nag a vad o deus graet.

Betek ar bommoù havreg gant an alar savet,
A gomz deomp eus an amzer ’oa nevez ’n em gavet
Hon zadoù kozh er vro-mañ, hag ar seizh den santel
War al labourioù douar a roe de’ kentel.

Ha kement-se ’voe kiriek e viras ar re gozh
E-pad kalz a gantvedoù an eñvor hag ar gaoz
Deus o madoberioù, deus ar re ’n oa tennet
A-greiz an deñvalijenn gouenn-dud ar Vretoned.

Kaeroc’h zoken a rajont : ar c’hiz ’deuas gante
Da vont, dre anaoudegezh koulz ha dre garantez,
War o zreid, en ur ganañ gwerzioù kozh ar seizh sant,
D’o saludiñ, d’o fediñ, er c’hêrioù ’lec’h m’emaint.

« Tro-Breizh » a rae pep hini deus ma vije e du ;
Darn a groge en Are, darn all er Menez-Du ;
Gwel’t ’vije Dol, Sant-Malo, Sant-Brieg, Landreger,
Kastell, Kemper ha Gwened, a-raok distreiñ d’ar gêr.

Dre an hevelep hentoù e vije tremenet,
Hentoù bras mein-baveet, graet gant ar Romaned :
Skañv ha laouen e sone pennoù-bazh Breizh-Izel
’N ur vont da berc’hirina dre c’harantoù brezel.

« Tro-Breizh » a oa hir spontus ; met ar feiz a oa bras :
Gwech-ha-gwech ’vije kavet ur chapel pe ur groaz,
Ha diwar un tamm pedenn, yo ! hag a-raok seder ;
Pe ur feunteun dour-evañ, hag ankouaet ar skuizhder.

Gwad « Tro-Breizhiz » a rede gant ar paveoù-mein,
Ar boan, ar glav, an dommder, a waske war o c’hein,
Meur a hini zo marv zoken ’kreiz ar bale,
Met dor an neñv evitañ ’zigore hepdale.

O ! pebezh stad a vije en o c’halonoù paour
P’erruent en ilizioù, dirak an irc’hier aour
’Lec’h ma kouske relegoù ar seizh sant benniget !
Nag a gan, nag a bedenn ’vije de’ kinniget !

Dudiusañ taol lagad, gwelet Breizh a-bezh-kaer
O kanañ ’hed an hentoù, o pediñ e pep kêr
Ar seizh sant en devoa he dihunet d’ar vuhez,
Hag a zo deus he gortoz bremañ dirak Doue !

Allaz ! ar c’hizioù koantañ ’rank mont gant an avel ;
Ankouaet en deus Breizh-Izel aelez mat he c’havell ;
Aet eo « Tro-Breizh » da vale, ha war an hentoù bras
A gase d’ar seizh iliz e tiwan ar geot glas.

C’hoazh e kaver a-blasoù pennadoù hent roman,
Chapeligoù, feunteunioù, goloet gant ar man,
Miret gante an anv deus seizh sant Breizh-Izel ;
Met ni, pobl diegus, zo deut d’o dilezel !

Biskoazh ne voe koulskoude muioc’h troet an dud
Da dennañ deus o bezioù tud a wad hag a vrud,
Darn ane’ madelezhus, darn all lorc’hus hepken,
Hag e saver skeudennoù gante da virviken.

Pegement e oa kaeroc’h dremmoù glan ar re-se
N’o devoa biskoazh meret na gwareg na kleze,
E vije, ’lec’h ar marv, ar vuhez ’heuilh ane’,
Hag a zeske treiñ douar en un diskouel an neñv !

Pegement e oant brasoc’h, e-kreiz o izelder,
Eget an er n’implijont teod, pluenn ha poellder
’Met da greskiñ o danvez, o brud, o meuleudi,
Gant o fouge o unan bepred o ravodiñ !

    III

Breizhiz, ni zo an’vezet a-viskoazh dre ar bed
Evit tud ha na gollont kiz talvoudus ebet :
Mar fell deomp eta mirout hon brud-vat penn-da-benn,
Savomp « Tro-Breizh » a-nevez deus a deun e boultrenn !

N’eus ket, ’vit hen adsevel, ezhomm da vont war droad,
Na da vale diarc’hen, na gant boteier-koad ;
Bremañ zo hentoù-houarn, kezeg-houarn zoken,
Ha ’rafe tro Breizh-Izel hep c’hwezhiñ un dakenn.

Kalz nebeutoc’h a vizoù, kalz nebeutoc’h amzer
’Nefe, en devezh hirie, « Tro-Breizhiz » da gemer ;
Ha gant ar memes dudi e savfe ar Sent kozh
War-benn o ferc’hirined daouarn leun a vennozh.

Piv bennak a c’hoantaio kreñvaat e vugale
A gorf koulz hag a spered, o c’haso da vale
Betek ar seizh iliz-veur da bediñ seizh sant Breizh,
Ha kement-se ’gennerzho ar galon en o c’hreiz.

Ur wech ma vo peurreizhet hon mibien da vonet,
A rumm da rumm e teuio gouenn-dud ar Vretoned,
O teredek seurt biskoazh a bep korn Breizh-Izel,
Da glask digant ar seizh sant nerzh, frealz ha skoazell.

Setu ’vo heñvel-touet adarre hon broad
Deus tud a gerentiaj diwar ar memes gwad,
Aet gant avel ar vuhez pell deus o c’hêr gentañ,
Hag a zistro pep mare da welet pep henañ.

Ha neuze, dindan gwarez an eizh sant benniget,
E savo Breizh uheloc’h he fenn pell zo pleget ;
Ha, distroet ’n he c’halon gwad glan he yaouankiz,
E talc’ho mat d’he gizioù, d’he yezh ha d’he frankiz.

    Plouigno, ar seizh a Even 1902