daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Baleet ’meus kement bro ’zo brudet dre ar bed,
Broioù tomm ha gwaskedet, ha pinvidik-meurbet ;
Met neblec’h n’em eus kavet par da vro ma c’havell,
Kaerañ bro ’z eus er bed-mañ eo va bro Breizh-Izel.

Gwel’t am eus gwez ken uhel evel tour Landreger
O sevel sonn ha lorc’hus o divrec’h ’kreiz an aer ;
’Velkent e karan muioc’h klevout son an avel,
En dervennoù kozh manek dre goadoù Breizh-Izel.

Gwel’t am eus ar merc’hed koant a ren er c’hêrioù bras,
Ar re ’n em lazh ar wazed ’vit o daoulagad glas ;
Koulskoude, flour o jodig ha ruz-gwad o muzell,
Eo koantoc’h ’vit ar re-se paotrezed Breizh-Izel.

Tridet he deus va c’halon, c’hoarzhet va daoulagad
Dirak bleunioù burzhudus, bleunioù leun a c’hwezh-vat ;
Gant muioc’h a blijadur e taolan c’hoazh ur sell
War ar bleuñv aour a lugern dindan heol Breizh-Izel.

Gwel’t am eus an traoù nevez bet savet er c’hêrioù,
E chome darn diraze digor frank o genoù ;
Nebeut eñvor koulskoude a zalc’h an Tour Eiffel
’Keñver ar vein milvloaziek ’n o sav e Breizh-Izel.

Klevet am eus kanerien, kanerezed dispar,
Meulet bras hag an’vezet e pep korn an douar ;
Met pegement eo bravoc’h, ’lein ar menez uhel,
Hollaika ’r mesaerien e yezh kozh Breizh-Izel !

Klevet am eus bet ivez, e-kreiz an noz du-dall,
Dreist ar blaenenn spouronet al leon o yudal ;
Spontusoc’h c’hoazh eo klevout ar c’horn-boud a vrezel
O c’hervel d’an emgannoù paotred start Breizh-Izel.

’Vit hon goabrenn da vezañ koumoulus a-wechoù,
hon lann da vezañ dreinek ha treitour hon aodoù,
Ar wellañ bro da vevañ, an dousañ da vervel,
An hini ’garan dreist holl, eo va bro Breizh-Izel.