daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Ar bedenn-mañ a zo an trede lodenn eus Da Santez Anna Wened.

Mamm da Vari, mamm-gozh da Vab Doue,
Prizit war Vreizh taol ur sell a druez ;
Ho pet eñvor, Santez Anna Wened,
Emaoc’h ivez mamm an holl Vretoned.

Hon stad zo kriz, hon labourioù kalet,
Ha paourentez noz-deiz ’korn an oaled ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit nerzhus kalon ho Pretoned.

Goapaet a vez ar spi ’ra deomp gedal
Deus hon foanioù digoll en ur bed all ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit ’n he za feiz gozh ar Vretoned.

Yezhoù nevez, yezhoù deus a bep bro
D’hon brezhoneg a glask reiñ ar marv ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Diwallit mat yezh kaer ar Vretoned.

Diwar-benn liv ha diwar-benn gerioù
E sav brezel war maez hag ar c’hêrioù ;
C’hwi eo hon mamm, Santez Anna Wened,
Grit ma chomo breudeur ar Vretoned.

Ma ’n em gavimp, un devezh da zonet,
Da virviken eürus hag unanet
En-dro d’hon mamm, Santez Anna Wened,
Er baradoz, gwir vro ar Vretoned !