daskor - facebook  daskor - css

Daskor

An dornskrid a zo disheñvel-tre e zanvez goude-se. Lakaet hon eus anezhañ war-lerc’h hag e lizherennoù stouet.

An heol zo tomm, an dud zo kaer,
Al levenez a verv en aer ;
Stalioù dre holl ha marvailhoù,
C’hoari gaer ha son trompilhoù ;
Ar c’hleier ’lâr gant o mouezh don :
« Hiriv ’mañ devezh ar pardon. »

Kreñv ar gaoz, ruz ar c’hlipennoù,
’Ve roet bec’h d’ar chopinoù ;
’Forzh banneoù chistr ’ve lonket,
Da ’forzh yec’hedoù ’ve trinket ;
Meur a gonsort, meur a vignon
A ve kavet gant ar pardon.

Setu doare an dornskrid :

An heol a c’hoarzh ’lein an oabl sklêr,
Al levenez a verv en aer ;
Dre holl stalioù ha tinelloù ;
En tour, sammet a vannieloù,
Ar c’hleier ’lâr gant o mouezh don
« Hiriv ’mañ devezh ar pardon. »

En o c’haerañ gwiskamantoù
’Teu bernioù tud dre an hentoù,
Re vras, re vihan ha re gozh,
Ne glever gante ’met ur gaoz :
« Brav e vo ’n amzer, ’vit feson,
Brav e vo d’ober ar pardon ! »

Dre ma tegouezh tud war blas kêr,
E kresk an trouz, ar c’hoari gaer :
Ar vugale gant trompilhoù,
Ar re vras gant o marvailhoù,
A lak tro-war-dro da ziston
Eürusted un devezh pardon.

Dre ma sko ’n heol war ar pennoù,
E tisec’her ar gwerennoù :
Forzh banneoù chistr ’ve lonket,
Da forzh yec’hedoù ’ve trinket ;
Meur a gonsort, meur a vignon
A ve kavet deiz ar pardon.

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

Dre holl e klever o kanañ
Gwerzioù d’hon mamm Santez Anna
Ha da sent karet ar barroz ;
Dre holl e komzer ar yezh kozh :
Ar brezhoneg c’hwek ha gwirion
’Ve mestr e Breizh deiz ar pardon.

En iliz ne ve graet ivez
Man ebet deus ar c’hiz nevez :
’Vel gwechall, gant nerzh e kaner
Ha gant fiziañs e taouliner
Dirak skeudenn ar sant paeron
’Ve hir e vrec’h deiz ar pardon.

Ha pa’z a, goude ’r gousperoù,
Ar brosesion vras en-dro,
E weler ’drek ar veleien
Pep oad, pep stad ha pep moien
O vont divezh ha dispouron,
Sonn o fennoù, deiz ar pardon.

Pa deu teodoù ruz an tantad
Gant an avel da ’n em wentat,
Pep hini ’c’houl’ ma vo a-du
Da zastum mat ar gwinizhdu :
Goût a reer, ar Sant paeron
’Ve hir e vrec’h, deiz ar pardon.

An dud yaouank, en ur vale,
A luch an eil ouzh egile :
Meur a baotr a glask ar baotrez
A blijfe dezhañ da vestrez ;
Meur a hini ’ro e galon
’N un taol lagad deiz ar pardon.

Ha daou-ha-daou pa zistroer,
Krog ar galant en disglavier,
Ur gaoz hepken a ve gante :
Kaoz divarvel ar garantez,
Penn-da-benn gant an hentoù don,
O tont d’ar gêr diouzh ar pardon.

’Lec’h, siwazh ! er c’hêrioù teñval
Ne ve ’met deizioù livet fall
Gant ar skuizhder ha gant ar boan :
Na sul na gouel, na c’hoarzh na kan !
Eno ’mañ ifern ar galon
’Lec’h ne ve kammed a bardon.