An dornskrid a zo disheñvel-tre e zanvez goude-se. Lakaet hon eus anezhañ war-lerc’h hag e lizherennoù stouet.

Selaouit ar mor bras, gant e vouezh don garv,
O son d’ar Vrezhoned ’zo chomet en o bro.

        I

    Me eo luskeller Breizh-Izel :
    Me ’roas de’i nerzh ha skoazell
    Pa deuas a Vreizh-Veur amañ,
    Damdost he c’halon da rannañ ;
    Me ’zougas ar c’hentañ kavell
    Ma kouskas ennañ Breizh-Izel.

    Me eo luskeller Breizh-Izel :
    Pa deu war ruilh dreist ar rec’hel
    Va lannoù gwer peurgounnaret,
    Me ’bok da’m bro muiañ-karet,
    Hag a gan ur son divarvel
    Da’m merc’hig koantañ Breizh-Izel.

    Me eo luskeller Breizh-Izel :
    Pa vent war al listri brezel
    En-dro da vanniel Frañs bodet,
    Me ’oar reiñ d’he martoloded
    Kalon da stourm betek mervel
    ’Vit enor o bro Breizh-Izel.

    Me eo luskeller Breizh-Izel :
    Pa deu an Ankoù d’o gervel
    Pell diouzh kement o deus karet,
    Pa n’hellont bezañ douaret,
    Me ’bak an diwezhañ liñsel
    En-dro da vibien Breizh-Izel.

       II

    Me eo diwaller Breizh-Izel :
    Me ’lak dibaouez da sevel
    Temz d’he douar, pesked d’he zud,
    Kant mil teñzor, kant mil burzhud ;
    Me ’zalc’h atav dindan siell
    Pinvidigezhioù Breizh-Izel.

    Me eo diwaller Breizh-Izel :
    Tro-war-dro d’hec’h aodoù santel
    Stennet ganin va gouriz dour,
    Me ’vir aer yac’hus ha kledour ;
    Na kleñved, na gwall, na brezel
    Na deu dre vor war Vreizh-Izel.

    Me eo diwaller Breizh-Izel :
    Keit ha m’hell tizhout va skoazell ;
    N’on ket, siwazh ! ’vit he diwall
    Eus tu sav-heol, eus tu Bro-C’hall ;
    Dre eno ’tec’h meur a vugel
    Kuit digant e vamm Breizh-Izel.

    Me eo diwaller Breizh-Izel :
    Met, ma tegouezhfe de’i mervel,
    Deut he mibien d’he dilezel
    Hag he brezhoneg da devel,
    Me ’cholofe gant va mantell
    An douar sakr bet Breizh-Izel.

Setu doare an dornskrid :

    Me eo diwaller Breizh-Izel:
    Me ’guzh e donder va mantell
    Temz d’he douar, boued d’he faotred,
    Kêrioù gant Doue dismantret ;
    Teñzorioù kozh a briz uhel
    A viran-me da Vreizh-Izel.

    Me eo diwaller Breizh-Izel :
    Tro-war-dro d’hec’h aodoù santel
    Me ’zalc’h gwarez va gouriz dour,
    Da harz na teuy bep enebour,
    Nep kleñved na terzhienn marvel
    Da c’hlac’hariñ tud Breizh-Izel.

    Me eo diwaller Breizh-Izel :
    Nemet ouzh tu ’n avel uhel,
    An hini ’c’hwezh diwar Vro-C’hall,
    N’on ket, siwazh ! ’Vit he diwall ;
    Dre eno ’z a meur a vugel
    Kuit digant e vamm Breizh-Izel.

    Me eo diwaller Breizh-Izel :
    Met, mar teu he feiz da vervel,
    Hag he mibien d’he dilezel,
    Hag he brezhoneg da devel,
    Me a veuzo da virviken
    ’Met Breizh-Izel hag hec’h anken…

Hag ar mor bras a zalc’h gant e vouezh don garv,
Da son d’ar Vrezhoned ’zo chomet en o bro.