Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

Kentañ ’meus bet gwelet, ’touez ar Vretoned all,
Al Leonard o tont, savet uhel e dal,
Dispak gantañ kement tamm gwenn ’ve ’n e roched,
Stenn dindan ar c’houriz e greiz hag e vruched,
Hag o tegas gant poan betek e vuzelloù
Ur vouezh gorrek sachet diouzh deun e vouzelloù,
Deus a varn anezhañ war ar stumm a zouge,
’Meus eñ bet kemeret ’vit un den a fouge.

Mat ! Difaziet ’on war gont al Leoniz.
Evit gwir, e veulont o fanez, o gwinizh,
O brezhoneg dinamm, geot druz o fradeier,
Hag o c’hezeg buan ha saout lard o c’hrevier,
Hag o ilizoù kaer hag o zourioù uhel ;
Met pelec’h, va zud kaezh, pelec’h ’vo kavet gwell ?
Daoust hag i n’o deus ket ul lec’hig fougeal
P’o deus dre forzh labour tremenet ar re all ?

Baleit Bro Leon koulz hag ar vro Pagan,
E welfet burzhudoù krouet e-kreiz ar boan :
Gwaremmoù, koadeier, douaroù yen gwechall,
Troet e parkoù tomm hag a vag da Vro-C’hall,
Da Vro-Saoz ha d’ar Spagn, ha tre d’an Amerik
Primoc’h frouezh ’vit ne sav er broioù pinvidik ;
Pradoù leun a geot med, hag a voa kozh geunioù ;
Balaneier uhel ha don ’vel huñvreoù ;
Un ouenn gezeg dispar deut ganti meur a vaout,
Hag er peuradennoù an dibab eus ar saout.

An holl draoù-se, kredabl, n’int ket deut o unan ;
Meur a wech ’neus ranket Leonard ha Pagan
Drastañ korf ha spered, skuizhañ brec’h ha lagad
A-zioc’h irvi ar park ha gwazhigoù ar prad.
N’eo tamm souezh eta mar g-int muioc’h pounner
Eget ar Vreizhiz all ; na soner na kaner
Na glever peurvuiañ war-dro o labourioù ;
Ne vent distagellet a-walc’h ’met er foarioù.
Eno, ’vat, ’talc’hont penn d’ar re dilikatañ,
Ha forzh Tregeriz flour ’gav gante da gotañ.

Mirout ’n hini ’fell de’ pezh o deus gounezet,
Ha sachañ d’o godell kement a zo dleet.

Dreist-holl o deus dalc’het gant ur feiz divarvel
Kredennoù o zad kozh, ar re ’mañ er garnel,
E-keñver an iliz, o eskern benniget.
O ! d’ar sul, pe gouezhont d’an daoulin, daoubleget,
En o ilizoù leun a sent hag a draoù kaer,
’Kreiz an drouz kantikoù hag ar sonioù kleier,
Dour leizh o daoulagad savet ’trezek an neñv,
Ha digor dirake dorojoù an ene,
Daoust piv o c’hemerfe evit kalonoù yen ?
Ar seurt tud ’rank bezañ ouzhpenn marc’hadourien.
O spered n’emañ ket gant ar bed-mañ hepken :
En tu-hont d’an Ankoù, en tu-hont d’an anken,
Dre sklêrijenn o feiz ha dre nerzh o huñvre
E welont broioù splann prientet evite.

Ar vuhez boanius-mañ ’dremenont o c’hedal,
Met pep tra, tro-war-dro, ’gomz de’ deus ar bed all :
Ilizoù kizellet, alaouret ha pentet,
Heñvel e bihanik ouzh palez an Drinded ;
Tourioù moan uhel-spont o tisklêriñ d’an den
Gant o biz prezeger kentel vras ar bedenn ;
Kalvarioù burzhudus, kaerañ re ’z eus er bed,
Feunteunioù ar sent kozh, chapelioù koant-meurbet.
Kement a gave mat o zud o deus miret,
Yezh, feiz ha gwiskamant, hag a virfont bepred.
*
Sav eta, Leonard, da benn uhel d’an nec’h ;
Rak te d’ar Vreizhiz all ’n hini zo skouer ha trec’h ;
Da zorn-te ’zalc’h hon Breizh ’n he sav startañ ma c’hall ;
Te ’vo an diwezhañ ’vo debret gant ar C’hall.