daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Sonit, sonit klemmus, kleier bras ar Marv :
Unan a zo aet kuit, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar bugelig ken koant ha ken faro
Aet davet an aelez, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar plac’h yaouank, galvet gant an Aotroù
E-kreiz hañv ar vuhez, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar soudardig marvet evit e Vro,
Kousket en douar yen, na deuio ken en-dro.

Sonit d’an tad, d’ar vamm, aet e-kreiz an daeroù.
Digant o bugale, na deufont ken en-dro.

Sonit, kleier kañvus, an disparti garv
Etre an dud a chom hag ar re ’zo marv.

Spered, ijin, galloud, yaouankiz ha kened,
Kouskit bremañ didrouz, bleunioù koant dibennet.

Kouskit, huñvreoù kaer, soñjezonoù kollet,
Kouskit, karantezioù da virviken torret.

Kouskit, poan ha trubuilh, anken ha goueladeg :
Bremañ zo fin, ’velkent, d’an daeroù da redek.

Kouskit, paour ha pinv’ig, braster hag izelded :
Gant muzul an Ankoù setu c’hwi kompezet.

Kouskit er gwele don, mesk-ha-mesk astennet ;
Kleier bras ar Marv warnoc’h o deus sonet.