daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

’Forzh petra, mignoned, a zegouezho ganin,
Tra ma vo mouezh ennon, Breizh atav a ganin.

Da vro Gerne ’roin va meuleudi gentañ :
Rak da’m c’halon e plij dreist ar broioù goantañ ;
Rak enni ’maon ganet dindan ar gwez derv0
En un devezh c’hoarzhus eus a viz Gwengolo,
E-kreiz ma’z oa dre holl laboused o kanañ,
Hag an heol o tispak e sklêrijenn splannañ,
Ha c’hwezh mel o nijal da heul trouz ar gwenan
Dreist an ed-du c’hoarzhus ’n e barkadoù gwenn-kann,

Hag ar gwez avaloù, galloudus ha seder,
O kinnig frouezh melen da bokoù an dommder.

Enni ’karfen ivez kousket un deiz da zont,
E-tal ar re ’zo aet, war ur gredenn dispont,
Da glask pae deus o foan, digant Tad an dud paour…

An dornskrid a zo disheñvel-tre e zanvez goude-se. Lakaet hon eus anezhañ war-lerc’h hag e lizherennoù stouet.

Sklêr ’vel tantad Gouel-Yann, lugernus ’vel an aour,
Te zo chomet, Kerne, va broig hollgaret,
Poltredet penn-da-benn e donder va spered.
O ! nag a wech am eus c’hoantaet kaout diveskell
Pa welen evned gouez, douget dreist an avel,
O tont eus da lennoù war o c’hiz d’ar mor bras ;
Pe koumoul a bep liv o tremen en oabl glas,
Bet astennet o skeud war douaroù Kerne !
Nag a wech, pa deue diganit an arnev,
Am eus douget avi d’ar gurun ha d’ar glav
O doa bet an eurvad da welet dremm va bro !
Dremm dudius, taolenn dispar ’vit al liver :
Koadeier o tiston gant sonioù diniver ;
Mil gêrig o c’hoarzhin, kled dindan o gwez kozh ;
Tosennoù roc’hellek, saonioù gwaskedet kloz.
Dourigoù mouskanus o tont d’an traoñ gante ;
Hag ur wech an amzer, brallet war daol kreisteiz,
Un tour loued bennak o lâret e Bater.

Te zo bepred e giz gwechall, bro dibreder ;
Te ’vir an dañsoù kozh, ar c’han hag ar vombard ;
Te ’vag ar merc’hed flour, ar baotred gwevn ha start ;
Te ’gar kement a zo birvidik ha laouen,
Te zo leun a c’hwezh-vat ed-du, mel ha spern-gwenn !

      *

Ha kement-se ’ra din, bro garet ma c’havell,
Gwelout em huñvreoù meur a wech o sevel
Skeud flour ur vamm yaouank azezet ’n he c’hoazez,
Stok he zreid noazh er mor, hag he fenn er menez,
Dispak en un tu de’i ur mannad avaloù,
En tu all ur vriad burzhudus a vleunioù,
Hag en he dorn, savet etrezek he muzell,
Ur bannac’h chistr melen o virvi ’n ur skudell !
Setu doare an dornskrid :
Sklêr ’vel tantad gouel Yann, lugernus ’vel an dour,
Te zo chomet, Kernev, va bro muiañ-karet,
Garanet da viken e donder va spered.
Daoust ma sav etrezomp moger Menez Are,
’Velkent e klevan c’hoazh o tonet pep mare
War avel ar C’hreisteiz da c’hurunoù pell ;
Gwel’t a ran mor-adar, hag hi faezh o askell,
Bet war-dro da lennoù, o tistreiñ d’ar mor bras ;
Ha koumoul a bep liv o treuziñ an oabl glas,
Bet tremenet o skeud war dremm va Bro-Gerne.
Met dreist-holl e welan, gant lagad va ene,
An holl binvidigezh hag an holl goantiri
’Neus taolet ar C’hrouer warnout en ur c’hoari.
Te ’n hini ’teus parkoù livet laouen ha koant,
Lod melen ’vel aour-flamm, lod gwenn evel arc’hant,
Ha lod all, pa ve koulz ar bokedoù brulu,
Goloet penn-da-benn a wiskamantoù ruz.
Te ’teus saonioù dispar, a-wechoù roc’hellek,
Hag e-giz deñved mut hadet enne gerreg ;
A-wechoù lodennet e pradoù pinvidik,
’Lec’h ma sav er sioulder kanaouenn pep gwazhig,
’Lec’h ma c’hourvez, lart puilh ha peurleun a geot mat,
An oc’hen hirgernek, huñvreüs o lagad.
E deun da goadoù bras e klever noz ha deiz
Mouezh skiltr an eostig-bailh gant son e garantez.
Du-se zo hentoù don, leun a c’hwezh-vat spern-gwenn,
Dervennoù kozh toullet, ’lec’h ma klud ar gaouenn,
Ha gwez-frouezh bodennek, dindane treid kalet.
Du-se ’n hini ’virer atav, ’korn an oaled,
Gizioù an tadoù kozh, kontadennoù gwechall ;
Du-se ’n hini ’tiston bepred, kreñvañ ma c’hall,
Ar binioù lirzhin, e tro gantañ en-dro,
En ur gammañ o gar, da zañserien faro.
Ha pegen skañv eta e nij ’trezek an neñv
Da ganaouennoù kozh, ’vel pa sonfe enne
Holl levenez da dud, holl dudi da zouar !
Pegen koant eo vale, dindan da heol klouar,
Pa ve gwisket gante o gwiskamantoù kaer,
Da verc’hedigoù flour, gant o daoulagad sklêr !
Ober a reont dit, Kerne, dre o gened,
Skedusañ kurunenn ’zo bet biskoazh gwelet ;
’N ur c’hoarzhin e talc’hont an Amzer en e za,
Hag e viront ouzhout da zonet da gozhañ.

Kement-se zo kiriek, bro garet va c’havell,
E teu em huñvreoù alies da sevel
Dremm kuñv ur vamm yaouank, koant evel an aelez,
He zreid noazh ’barzh ar mor, he fenn stok er menez,
Bleuñv gwenn, melen ha ruz staget ouzh he dilhad,
War he fenn avaloù ha per ’leizh ur mannad,
Hag en he dorn, savet etrezek he muzell,
Ur banne chistr tentus o virvi ’n ur skudell.