daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Kentskrid

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, Armorica, 1935
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Les variantes qui ne se trouvent que dans le manuscrit 0990 de la Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres » sont mises en italiques, et sont placées dans le corps du texte ou en note de bas de page selon leur importance.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    Sell en-dro dit, Breizhad, nag a draoù kaer a zo
Nag a gledour yac’hus, nag a vadelezhioù
A ro da Vreizh-Izel stumm ur gwir varadoz !
    War da vro ’neus taolet ar C’hrouer e vennozh :
Ne ve na rust ar goañv na direizh an dommder ;
Bez’ ’ve da bep koulz ar bloaz bleunioù seder,
C’hwezh mor en diavaez, c’hwezh mel en diabarzh.
Te ’glev kanañ gant ar mesaer ha gant ar barzh
Kanaouennoù gwechall, divinim ha dinoazh ;
Te ’wel an den gwirion ha dremm ar Bed en noazh.
Kredennoù don a zalc’h en-dro dit eürusted ;
Pep koun ha pep doujañs e Breizh a vev bepred,
Ha da dud kozh a drid ’n o gwele douar yen
Pa welont o gizioù miret gant o mibien.
    Met, e-pad ma kanez dinec’h dre da vaezioù,
Ha te ’glev o tremen du-hont dreist ar c’hêrioù
Un avel a drubuilh, a glemm hag a gounnar,
’Vel ur yudadenn forzh laosket gant an douar ?
Ha te ’glev pep bihan o chaliñ war bep bras,
Mouezh ar youloù fallakr o sevel gwashoc’h-gwazh,
Hag ar bed o tistreiñ d’an dizurzhioù mezhus
Dre ma varv ar gouloù degaset gant Jezuz ? –
    Prestik, evel chas klañv, ’teufont da ’n em zebriñ :
Gwa da neb ’vo trec’het ! E blanedenn ’vo kriz,
Dindan treid ar c’hreñvañ ’vo friket didruez.
Pep den ’intento kaout e damm eus ar vuhez
Pa ne vo ken a gred d’e zigoll er bed all,
Nag, ur wech douaret, seurt ebet da c’hedal
Nemet distreiñ, korf paour kouezhet er breinadur,
D’un netraig euzhus lonket gant an Natur.

    E-giz ur bugelig gwaskedet ’n e gavell,
O Breizhad, a bep droug hag a bep gwall avel
Te zo difennet mat en ez proig distro.0
Dizaon rak ar walarn hag an amzer c’harv,
Te zo ’vel ur vleunienn maget ’n ul liorzh klet,
Ha dispar he doare gant chom eno bepred.
    Hogen, ma trec’h warnout ar sorc’henn fazius
Da welout traoù nevez pe kêrioù dudius,
Ma vez disgwriziennet ’vel un tammig plantenn,
Te ’ruilho dic’halloud dindan ar gorventenn.
    Chom, bleunienn, el liorzh a bep droug diwallet,
Chom, Breizhad kaezh, dindan mantell wenn an Oaled !