ar C’havell
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.
war an hevelep ton gant Ar soudard divroet
Ur Breizhad bihan zo ganet
Hag ar c’hleier o deus kanet
Evit degemer er vuhez
Ar bugel deus a berzh Doue.
Setu desket abred gantañ
An hent a ray da ziwezhañ,
An hent a heuilhas e dud kozh
Evit monet d’ar Baradoz.
Abred eo merket war e dal
Sekredoù pounner ar bed all ;
D’ar re ar bed-mañ, evit c’hoazh,
E serr e lagadigoù glas.
Distro d’ar gêr bras ha bihan,
E ve graet un tennig alan,
Un ehan ’kreiz al labourioù,
Un tammig gouel ’kreiz ar boanioù.
Degaset eo tomm war an daol
Ar soubenn fresk, kig sall ha kaol,
Ar gwellañ soubenn ’ve debret
Gant levenez pa ve pebret.
Ar chistr a red er gwerennoù,
Hag heol Breizh a daol e vannoù
War dremm ar bugel o c’hoarzhin
En e gavell gwenn ha lirzhin.
Hag an tad kerkent o sevel
E werenn ’trezek ar c’havell :
« Joa ’ra ganin o saludiñ
An dekvet bugel deut em zi.
Setu deomp ur mevel nevez
Hag ouzh e heul kant skoed leve,
Gant ma savo gren ha difall
’Vel m’eo diwanet ar re all.
’Forzh pegement a vugale
Pa vent divac’hagn da vale ;
Ni oa pemzek e ti va zad,
Holl hon eus graet fortunioù mat.
Ni koulskoude n’hon eus netra
’Met hon foan da c’hounit bara ;
Poan divrec’h a gavimp bepred,
Ha Doue d’an nec’h pa vo ret.
Ra kresko hon faotrig bihan
D’ober ivez fae war ar boan,
D’ober ur gwir Vreizhad, un den
Reut e zivrec’h, start e gredenn !
Ra gavo ’r beajour yaouank
Ur bale plaen dre hentoù frank !
Ra savo e droad dreist an drez
Ha dreist an avel trouz e vouezh !
Ra vo, gant Doue d’e sikour,
Distagellet ha teodet flour
Da gomz ar yezh kozh brezhonek,
Yezh an dud eeun ha kalonek ! »
Neuze, ’kreiz ar stokadeg gwer,
Pep hini ’zistag e damm ger :
« Yec’hed d’ar vamm, yec’hed d’an tad,
D’ar vugale avantur vat ! »
Met du-hont, er broioù uhel,
Pa zegouezh d’ur paoukaezh bugel
Dont war un tiad Brezhoned
Pell diouzh o bro gozh forbanet ;
Deiz ar vadeziant, alies,
’Ve devezh a dristidigezh
’Lec’h ne soñjer nemet un dra :
Ur genoù muioc’h da vagañ.
Er c’hêrioù ’ve ret sellet pizh
Ouzh ar gounidoù ’dap ar miz ;
Rak er c’hêrioù ar vugale
’Ankoua degas leve gante.