daskor - facebook  daskor - css

Daskor

    war don Bro Gozh va Zadoù

    Ni, barzhed a galon, karomp hon Zelenn,
Gant doujañs ha preder stennomp he c’herden,
Diwallomp ne teufe ganeomp da devel,
    Kanomp warni betek mervel.

        Diskan :

            Telenn santel, telenn Arvor,
        Dreist an drouz hag an avel vor
        Son atav da zerc’hel eñvor.

    Evel kan ar mor bras douget d’an aodoù,
Mouezh a-ouenn Breizh-Izel dreist ar c’hentvedoù
A deu deomp hirnezhed gant barzhed gwechall ;
    Miromp outi da vont da fall.

            Telenn santel, h.a.…
    Dre bark ar speredoù taolomp an hadenn,
Dre dec’h ha warc’hoazh skoulmomp ar chadenn,
Ur chadenn ha na vo birviken torret,
    Mailhet gant daouarn Brezhoned.

            Telenn santel, h.a.…

    Gopr ebet na lore n’hor bo da c’hedal
Nemet goap ha dispriz a-berzh an dud all ;
Savomp enep an dud galloud hon ene,
    Enep ar bed ar wirionez.

            Telenn santel, h.a.…

    Ne vefomp ken war-dro pa vo da vediñ ;
Met hon c’horf en douar ’lammo gant dudi
Mar teu dreist hon roudoù karantez da ren,
    Mar vleunia Breizh war hon foultrenn.

            Telenn santel, h.a.…