Gwerz ar soudard divroet

- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.
’N anv Doue, ne zilamit ket
Gwaz yaouank digant e bried,
Na mab karet digant e dad,
Na digant e Vreizh ur Breizhad.
Ur paotr kalonek ha seder
A oa Kaourig an Heveder ;
E wreg yaouank, Soaz an Herri,
Ken seder all, mar ne oa mui.
Un devezh, Kaour a lavare
D’e vaouezig eus ar beure :
« Deut eo an deiz din da vonet
Pell diouzh douar ar Vrezhoned.
Pep gwaz barrek a rank d’e dro
Sevel ’vit harpañ e vamm-bro ;
Pebezh dudi, pebezh enor
Ma vijen soudard en Arvor !
Allaz ! p’eo digemennet din
Monet pelloc’h, monet a rin :
Kenavo ’ta, va c’harantez !
’Benn ur bloaz ’teuin adarre. »
Ur pok war he muzellig ruz,
Hag e benn-bazh, ha kuit diouzhtu ;
Kuit gant an hent hep treiñ e benn,
Aon yudal dre nerzh e anken.
Kaset a voe ar soudardig
Pell diouzh dremm glan e garedig ;
Kaset a voe mab an Arvor
D’ar servij d’an tu all d’ar mor ;
’Tre d’ar broioù ’lec’h ne sav ket
Derv galloudus er gwasked,
E-lec’h ne c’hwezh ken an avel
Tremenet diwar Breizh-Izel.
Kerkent ha ma voe distaget
Diouzh an douar he doa maget,
E tizec’has plantennig Breizh
Dindan bannoù un heol direizh.
E kalon ar paotr e krogas
Ur c’hleñved diremed, siwazh !
An droug-hirnezh, kleñved ar vro,
Kleñved a sun gwad ha daeroù.
An den nerzhus a oa bet Kaour
N’oa ken ’vit stlejal e gorf paour,
Ankouaet gant e galon tridal,
Marvet ar c’hoarzhin war e dal.
Hag e spered kaezh divroet
Bepred etrezek Breizh troet,
A gleve du-hont ’raok mervel
Mouezhioù karet ouzh her gervel :
« O ! – ’lavare d’e vignoned –
Pegen eürus ar Vrezhoned,
Pa varvont dindan heol o bro,
Daoulinet o zud en o zro !
Pa na glevont huanadoù
Nemet e yezh kozh o zadoù ;
Hetusoc’h eo mervel e Breizh
Eget bevañ ’n ur vro direizh.
Eno pep korf a ve douget
Betek an iliz venniget,
Betek iliz wenn ar barroz,
Sent Breizh-Izel ouzh her gortoz.
Ha pegen brav ’ve diskuizhañ
E deun ar gwele diwezhañ
Pa ve kelc’hiet ar c’horf marv
Gant douar santel ar vamm-bro !
Va mignoned, na’m lezit ket
En douar sec’h-mañ da gousket :
Ac’hann n’oufe biken nijal
Va ene da ga’t ar bed all ! »
Prest goude ’teuas ul lizher,
Ul lizher du d’an aotroù Maer,
Da lavaret e oa marv
Soudardig Breizh pell diouzh e vro.
Distroet eo Kaourig d’ar gêr
D’e vro venniget Landreger,
Serret, siwazh ! e zaoulagad
E deun archedoù c’hwec’h troatad.
Kaer en devo heol klouar Breizh
Taol sklêrijenn warnañ e-leizh,
Ne zihuno ken e vugel
Lazhet gant heol ar broioù pell.
Laboused a bep tu d’an hent
A gan atav ’vel diagent ;
Met hirvoudiñ ’ra ’r ganaouenn
A vije gwechall ken laouen.
Ha barroù nerzhus an derv
’Trezek o mignonig marv
En em astenn evel gwechall
Klemmus ha kañvus o krozal.
E gerent, e vuiañ karet
A deu war e lerc’h, diskaret
Dindan ar pounnerañ glac’har
A c’heller gouzañv war zouar.
Hogen ur vouezh a sav en aer,
Ur vouezh frealzus ha tener :
« Va zud kaezh, sec’hit ho taeroù,
Er Baradoz ni ’n em welo :
IV
En ur vro bell, en ur vro gaer,
Ul liorzh dispar a gaver,
Leun a frouezh aour hag a vleunioù,
’Lec’h n’an’vezer ken a boanioù ;
’Lec’h ma chom an oabl bepred glas,
’Lec’h ’sav derv bodennek bras,
E klever atav en o c’hreiz
Kanaouennoù laboused Breizh.
Un avelig flour, ’n un dremen,
A zoug c’hwezh-vat ar bleuñv spern-gwenn,
Peurbadus e son an delenn
Dindan sklêrder an heol melen.
Eno, abred pe diwezhat,
E ve rentet Breizh d’ar Breizhad,
Hag ar mab d’an tad glac’haret,
Ha d’ur wreg yaouank he fried. »