daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Pell du-hont en dremmwel, ’drek menezioù va bro,
An heol a ya da guzh, echu gantañ e dro :
Prestik ivez, siwazh ! me ’vo graet va hini ;
Va spered, pa soñjan, zo leun a velkoni !

Pa soñjan em buhez gwentet dre bep avel,
En dispriz am eus graet war skouerioù va c’havell,
Pa soñjan em amzer na deuy ken war he c’hiz,
Ha pegen koant e oa deizioù va yaouankiz !

Pell du-hont en dremmwel e c’hoarzh an ti balan
’Lec’h am eus ugent vloaz bevet seder ha glan,
’Tal an dour peoc’hus, dindan ar gwez derv,
E-kreiz bleunigoù aour hag eürusted va bro.

Va zad paour a welan chouket ’n e gador goad,
Brevet gant ar glac’har ha torret gant an oad,
Hag a ouel noz ha deiz, diremed en anken,
A ouel d’e verc’h yaouank na zistroio biken.

Va breur, va c’hoarezed a welan o c’hoarzhin,
Dastumet en-dro de’ bugaligoù lirzhin ;
Met an dour alies a deu ’n o daoulagad :
Pa soñjont en o c’hoar o devez kalonad.

Ar vered a welan ’lec’h m’emañ douaret,
Oc’h hun ’n he gwele don, ar vamm ’doa va c’haret,
Hag a lavare din ’raok kuitaat ar bed-mañ :
« Chom er gêr, va merc’hig, chom atav dre amañ. »

Gwel’t a ran an iliz ’lec’h ma voen badezet,
’Lec’h am eus gant Doue ken lies baleet,
’Lec’h am eus, gwenn va sae, gwennoc’h c’hoazh va c’halon,
Douget skeud ar Werc’hez da zevezh ar pardon.

O dremmoù benniget, o ene glan va bro,
Petra ’glaskit ouzhin war va gwele marv ?
Me n’on ken eus ho tud : va sae wenn plac’h yaouank
Zo bet stlejet ganin dre ar vezh hag ar fank !

Allaz ! o vevañ fall ne c’hounezer netra :
Setu-me dre Bariz hep labour na bara ;
N’on ken evit gouzañv loustoni va buhez,
Hag e ya un tan glaou da’m c’has dirak Doue.

Fallaat ’ra va c’halon, semplañ ’ran, mouget ’on…
Doue va fask kentañ, roit din ho pardon…
Kenavo ’ta, va zud, kenavo, Breizh-Izel !
Pegen kablus ’on bet o tont d’ho tilezel !