daskor - facebook  daskor - css

Daskor

    war an hevelep ton gant Ar soudard divroet

Ur plac’hig oa en Arzano,
Marc’haridig he lesanv,
Daoulagad glas, divjodig koant,
Kened, ha furnezh ha skiant.

Marc’haridig n’he devoa ket
Talvoudegezh hanter-kant skoed ;
Met he zal glan a lugerne
Koulz ha loar aour e Landerne.

Dantelezh kaer na zouge ket,
Kennebeut voulouz arc’hantet ;
Hogen, da heul he blev melen
’Touge dudi ha sklêrijenn.

Ne vije gant Marc’haridig
Brozh na tavañjer pinvidik ;
Ha ’n he darempred koulskoude
Meur a zen yaouank ’hirvoude.

Met abred e-touez ar bagad
’Nevoa dibabet he lagad,
’Nevoa dibabet da vignon
Ur paotr a nerzh hag a galon :

Per e anv, poanius e stad,
Na c’hoar na breur, na mamm na tad ;
E-unan o c’hounit bara
’B’oe ma rene e zaouzek vloaz.

Kentañ tro ma savas gante
Kaoz birvidik ar garantez,
’Oant o tistreiñ gant un hent don,
War-dro kuzh-heol, diouzh ur pardon.

An deiz-se gant ur grenadenn
Per a zisplegas e bedenn :
« En anv Doue, Marc’harid,
Lârit-hu din mar am c’harit ? »

Ha Marc’harid, tost da semplañ,
’Gemeras he mouezh izelañ
Evit respont : « Ya, me ho kar
Muioc’h ’vit den war an douar.”

« – Mat ! eme Per, – m’ho kar ivez
Dreist kement tra ’groueas Doue ! »
Hag o c’halonoù ’grene c’hoazh
Pa zegouezhjont e-tal ur groaz.

Eno, daoulinet, war o le,
Dorn an eil e dorn egile,
E toujont n’o dije biken
Nemet ur garantez hepken.

    ****

Prest goude, Per a gemeras
Hent houarn Pariz, ar gêr vras,
Er sell da zistreiñ pinvidik
’Raok eurediñ d’e garedig.

Da gentañ ’skrivas de’i bep lun ;
Goude, bep teir pe beder s’un ;
Tamm-ha-tamm, ur wechig ar bloaz,
Ken ma teuas krenn an ankoua.

Hogen, divarvel hec’h esper,
Hi ’zalc’he c’hoazh da c’hortoz Per,
Atav koant, atav fur ha glan,
A-drek prenestr he zi balan.

Hag un deiz, Per a dremenas
’N ur reiñ kazel d’un itron vras,
War e viz ur pezh gwalenn aour,
Hep sellet tamm ouzh an ti paour.

Hag ar c’heloù kerkent dre gêr :
« Dim’et hag euredet eo Per ! »
Ar plac’hig, a-dal m’oueas,
Semplet d’an douar a gouezhas.

Douget a voe war he gwele,
Ha na savas ken ac’hane ;
Na klemm na komz na voe klevet,
Daou zevezh goude voa marvet.

Nijet oa kuit an ene glan,
Aet war e giz d’ar vroioù splann
’Lec’h ma ren er beurbadelezh
Karantez hep trubarderezh.

    ****

Du-mañ, e Breizh, ’z eus ur rozenn
Na zigor ’met ur wech hepken
He c’halonig ruz kinniget
Da bokoù an heol benniget.

He deligoù a sav en aer
O fenn livet koant ha seder,
Keit ha ma par war o gorre
Heol burzhudus ar garantez.

Met, kuzhet an heol, kenavo !
Ar rozennig paour a varvo ;
Hag ar vleunienn gizidik-se
Kalon ar Vreizhadez eo ’z eo.