an Eil evit egile !

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Gwerz lavaret gant Taldir, da ouel an Emsikour, e Karaez, 23 a viz Even 1907.

Galloudus eo trouz ar frailhoù war al leuriad,
Koant ar parkad ed-du o vleuniañ dereat,
Flour spered paotr Leon ha teod an Tregeriad,
Brav kan ar Gwenedour ha dañs ar C’hernevad ;
Met netra na dalvez an unvaniezh vat.

Bras eo ijin an den, pehini ’gas en-dro
Listri houarn dre-dan dreist ar morioù garv ;
Kaer eo stumm ar soudard o vont, sonn ha faro,
Er brezel kriz da reiñ pe da gaout ar marv ;
Kaeroc’h eo an emglev etre holl dud ur vro.

Un dudi ’ve gwelet ar c’hog aour war an tour,
Al labousig war beg ar bod o kanañ flour,
Stad an dimezell goant dirak he mezelour,
C’hoazh an avel melen ouzh ar wezenn e-skourr ;
Bravoc’h eo gwelet tud hag a oar ’n em sikour.

C’hoant hoc’h eus, poanierien, da nebeutaat ho poan,
Da vezañ sur a voued pa vo ret chom dezhañ,
Da gaout skañv ar c’hleñved hag ar marv dizoan ?
’N em vodet, ’vel ma ra ar ruskennad gwenan :
Pep hini ’vit an holl, an holl ’vit pep unan !

Ha c’hwi, tud pinvidik, c’hoant hoc’h eus da greskiñ
Plijadur ho kalon hag eürusted ho ti ?
C’hoant hoc’h eus da c’hounit ar c’haerañ meuleudi ?
War vern ar paour, graet pezhioù gwenn ha moni6,
Taolit ur pezhig aour deut diwar hoc’h hini,

    Plouigno, an 18 a Vae 1907