daskor - facebook  daskor - css

Daskor

    AR C’HERIAD
Lavar din-me, kenvroad kaezh,
Eus an douar petra ’dennez
Nemet c’hwezenn ha dienez ?

    AR MAEZIAD
N’emañ ket va foan ’vit netra :
An douar a ro din bara
Hag ur vuhez deus ar c’haerañ.

    AR C’HERIAD
Da labourioù zo divalav,
E-kreiz ar pri, dindan ar glav,
E riskl da bakañ da varv.

    AR MAEZIAD
Divalavoc’h c’hoazh da re-te,
’Kreiz poultrenn ha moged bemdez,
Hep kan, nag aer na librentez.

    AR C’HERIAD
Hogen, eus va diaesamant
Me ’ve digollet gant arc’hant :
Deus unan dit me a douch kant.

    AR MAEZIAD
Goude ma touchez goproù kaer,
Te ’gav buan o flas e kêr
Hag a zistro paour-du d’ar gêr.

    AR C’HERIAD
Nag a blijadur hon eus-ni
Gant an « teatr » hag ar c’hoari !
Te ’ve poazh gant ar velkoni.

    AR MAEZIAD
Ya da ! ur wech bep pemzek deiz
E ve klevet da c’hoarzhin-te ;
Me ’ve seder noz ha beure.

    AR C’HERIAD
Em labourioù me ’wel bepred
Ijin an den hag e spered
O tispak gant nerzh ha kened.

    AR MAEZIAD
Pa boanian war va labour kouer,
Me ’wel lugernus en oabl sklêr
Braster ha galloud va C’hrouer.

    AR C’HERIAD
Me ’gav da ziskuizhañ bemnoz
Un ti dalc’het kempenn ha kloz,
Kement ha maner « Koad-an-noz ».

    AR MAEZIAD
’Vit ma zi da vezañ dister,
Pa ’n em gavan me ’ve er gêr,
Frank warnon, dizaon rak al laer.

    AR C’HERIAD
Pa zegouezh va deizioù diehan,
Gant va moneiz e kemeran
Pe hent-houarn pe kirri gran.

    AR MAEZIAD
Me ’ya bep sul d’an oferenn
Etre div regennad spern-gwenn ;
Ne baean seurt evit tremen.

    AR C’HERIAD
Me ’zebr kig mat hag a ev gwin,
Evit chom nerzhus ha lirzhin
Da labourat ha da c’hoarzhin.

    AR MAEZIAD
Daoust ne zebran ket a voued flour,
Daoust n’evan nemet chistr pe dour,
Me zo bec’h dit e pep labour.

    AR C’HERIAD
Me ’ruilh da heuilh va flanedenn,
Distag va muzell a bedenn,
Disamm va spered a gredenn.

    AR MAEZIAD
Me ’vale gant hent an dever,
Ha pa varvin, ’meus an esper
Da vezañ deut mat da’m Salver.