ar Brasañ
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Bras eo ar penn-sturier a ren fur bag ar Vro,
Daoust d’ar glabouserien a skrign dent war e dro,
Difiñv, stennet holl nerzh e spered hag e vrec’h
Da heul war-eeun an hent hepken a gas d’an trec’h.
Bras eo ar jeneral ken karet, ken brudet,
A zalc’h dindan doujañs e zorn hon soudarded,
Daoust d’ar skuizhder, daoust d’ar c’hwezherien fallentez
War sav betek an deiz ma teuy an tamm gante.
Bras eo an ofiser, alaouret e zilhad,
Digor frank dirazañ dorojoù an eurvad,
Hag a varv, ken kadarn ha marc’heien gwechall,
’Vit enor e vanniel, ’vit karantez Bro-C’hall.
Bras eo an den desket a varv evit ma vo
En ur bed dishual lavaret kenavo
D’ar boazamantoù kozh, evit ma vo miret
Ne ve bihan gant bras hiviziken debret.
Bras eo an den pinv’ik a varv hep keuz d’e dra,
’Vit ma paro warc’hoazh heolioù deus ar c’haerañ
War e Vro venniget ha war e vugale,
Plaenaet dindan o zreid an hentoù da vale.
Met ar soudard bihan, ha diouiziek ha paour,
Ha n’en doa da zifenn na den, na tra nag aour,
Graet e zever gantañ hep gouzout ’vit petra,
Ha krog bremañ didrouz en e gousk diwezhañ,
Goude bezañ roet ’vit ar Frañs e vuhez,
Hennezh eo ar brasañ dirak lagad Doue.
12 c’hwevrer 1918