d’ar Barzh Quellien
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
Mallozh dit, kêr Pariz, lonkerez Brezhoned !
Te ’sach ane’ ganit, hag o rent bruzunet.
Ur mab speredet kaer he devoa Breizh-Izel,
Hag en devoa c’hoantaet, siwazh ! he dilezel.
Perak ? – Doue ’dle goût : me ’gred e ve pep den
Bountet gant un ael du war-zu e blanedenn.
Darn a lavar ivez ne ve ’met e Pariz
Al labourioù spered paeet hervez o friz.
Hag ez eo hon mamm Breizh kalz re danav he yalc’h
’Vit gallout er seurt traoù lakaat arc’hant a-walc’h.
Gwir eo, Breizh paour na bae nemet gant he c’halon :
Ma ne teus ken micher nemet kanañ pe son,
’Forzh pegen brav da vouezh, pegen kaer da spered,
E Breizh ’out sur a vel, sur a vara n’out ket.
Hemañ ’ta, pa glaskas bevañ gant e bluenn,
’Rankas mont da Bariz, bro ar skrivagnerien,
Hag e-lec’h chom didrouz da ruzañ ’ne’i er gêr,
Kuitaat ’vit kêr an aour e vro dous Landreger.
Met, kaer en doe mont pell, Breizh a begas outañ,
Chomet en e galon dremmet deus ar c’hoantañ ;
E soñj na noz na deiz na droas diwarni,
Kresket e garantez dre nerzh e velkoni.
E delenn a sonas neuze kaerañ ma c’hall
Komz ur galon Breizhad forbanet e Bro-C’hall ;
Biskoazh den divroet n’oe muioc’h ’vit hennezh
Eus douar e gavell eñvor ha dienez.
Kement e kendalc’has gantañ mennozhioù Breizh,
Kement e hirvoudas he mil mouezh en e greiz,
Ma soñjas, en dilez garv ’lec’h ma veve,
D’Arvoriz divroet sevel ur vro nevez ;
Hag un nozvezh e voe tud batet e Pariz
Pa weljont ur goan vras savet etre Breizhiz
O komz hag o kanañ yezh karet o zadoù,
Brezhoneg Sant Erwan hag hini Sant Kadou.
Chomet eo bet ab’oe ar c’hiz kaer en e za :
Eno gant kaoz o mamm e teu da ziskuizhañ
Bugale Vreizh, ankouaet gante ur pennadig
An holl boan gouzañvet o klask dont pinvidik.
Eno, ur wech ar bloaz, Quellien a gave
Didu ’vit e spered, frankiz ’vit e huñvre,
Hag e soñje gantañ, e-pad un nozvezh c’hoazh,
E starde e vamm Breizh etre e zivrec’h noazh.
Allaz ! ne welo ken nemet eus lein an Neñv
Ar vro guñv a gare, an traoù kaer a gane ;
Ne welo ken Ar Roc’h na maezioù Landreger,
Ar barzh meur Quellien na deuio ken d’ar gêr :
’Kreizh ma’z ae gant ar straed, pleget moarvat e benn
Ha nijet e spered ’trezek e aodoù gwenn,
E tegouezhas ur c’harr, ur c’harr-houarn diloen
Hag a reas dezhañ ’n un taol e groaz-nouenn.
Lâret mat en devoa Merzhin an diouganer
’Teuje un aerouant kriz, teñval ha pounner,
Da frikañ hon gouenn-dud, da c’hlac’hariñ hon bro,
Da lakaat hon mamm Breizh, siwazh ! da skuilh daeroù.
Mallozh dit, kêr Bariz, lonkerez Brezhoned !
Te sach ane’ ganit, hag o rent bruzunet.