Seizhvet pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Le Gloaziou, 1903
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWENVAR, AR MANAC’H

GWENVAR
Ya, dañsit, lankoned, renit ho jabadao,
Bremazon war ho ler, Breizhiz a raio dav !

AR MANAC’H
Prestik, gant hon faotred paket er rouedoù,
A rentfont da Zoue kont eus o fec’hedoù.

Hag a taoulin da bediñ.

GWENVAR o tont war doull an nor da sellet
Setu bremañ, c’hwezhet gante tan ha gouloù,
’Ve gwelet, skeudoù bras o lammet ’vel diaouloù ;
Hag Hilligern a zalc’h, war vuanaat bepred,
Da son ’vel pa vije e delenn fuloret.
Sell ! petra zo nevez, ma chom krenn en e za ?
Deut a oa marteze e alan da skuizhañ.

Neuze, a-daol, gant un nerzh dispar, an delenn a son, kuit a gan, notennoù Bale Breizh ; Gwenvar, tennet e dog gantañ, a gendalc’h :

Klevet a rit, va zad ? Bale Breizh ! Bale Breizh !

AR MANAC’H en ur sevel ’vit dont ivez da doull an nor
Ya ! dre al lenevez ’trid va c’halon em c’hreiz !

GWENVAR
O ! gant ar bloavezhioù perak ’maon chadennet ?

AR MANAC’H
Perak ’mañ ouzhon-me ar brezel difennet ?

Echu ar son, a krog a-nevez, hag a sav, unanet gantañ mouezhioù eus a bep korn an teatr, a ziavaez, pere a gan.

KAN BALE BREIZH
    Sav, Breizh-Izel, d’an nec’h da vannieloù,
    Ruziet gant gwad hon c’hourdadoù !
    Stagomp d’hon gouriz ar c’hlezeier hir,
    Rak ’vo hon divrec’h ’vel an dir !
    Lavaromp holl, eus a bouez hon fenn :
    Breizh da virviken ! Breizh da virviken !

Ur youc’hadenn vras en un echuiñ.

Kerkent, a klever garmadennoù skrijus, trouz pounner an armoù o skeiñ hag an dud en emgann ; ur wech an amzer ur youc’hadenn ; an delenn a son atav Bale Breizh.

GWENVAR en un hopal
Bec’h ’ta, paotred Arvor, bec’h d’ar pennoù touzet !
Disammit hon douar deus ar seurt marmouzed !

AR MANAC’H
Va Doue ! grit ma vo trec’het an dud direizh,
Evit na vano start ar feiz gristen e Breizh !

GWENVAR
Al lañs zo gant Breizhiz pa zalc’hont da youc’hal,
Ha pa c’hoari bepred ar barzh gwashañ ma c’hall ;
Me ’gred, e-touez hon re ’tle bezañ ’n em dennet ;
Anez, gant ar re all oa pell zo dibennet.

AR MANAC’H
Sellit ! na gav ket deoc’h, Gwenvar, a sav dreiste
’Vel fulennoù tan gwall, amañ, ’tu ar c’hreisteiz ?
Gwashaat a ra ar c’harmadeg hag ar youc’hadennoù.

GWENVAR gant stad
Eo vat ! Setu an tan krog en o zinelloù !
Dav de’ bepred, Breizhiz, dre greiz o bouzelloù,
Ken a lammfont en tan o-unan da leskiñ !
Ah ! laeron, muntrerien, bremañ ’zit da zeskiñ
Mar na’z eus dre hon bro nemet kozh poeltroned !
Kentañ gwech, c’hwi ’po soñj eus dir ar Vretoned.
Nebeutaat ’ra ar c’harm, ha kreskiñ ar youc’hadennoù.

AR MANAC’H
Tostaat a ra, moarvat, diwezh ar stourmadeg :
Bremañ, na glever ken nemeur a c’harmadeg.

GWENVAR
Hogen, war gresk a sav bepred mouezh an Arvor,
O son hag o youc’hal, hag o kanañ viktor :
Krediñ ’ran eo bet mat an traoù gant hon faotred.

Tevel ’ra pep trouz.

AR MANAC’H
Me ’soñj ivez bremañ divroidi moustret,
Ha bremañ koulskoude eo deut a-grenn dezhañ,
An drouz, ar youc’hadenn, an delenn hag ar c’han.

GWENVAR
Daoust petra zo kiriek da gement a sioulder ?
Ah ! diouzhtu ’vo klevet : erru eo va c’henderv.