Pevare pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Le Gloaziou, 1903
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWENVAR, EVEN, AR MANAC’H, ALAN, DIRLAWEN, FAWTRA

Dirlawen ha Fawtra a bok d’o zad, a start dorn Even, hag a salud ar manac’h ; Alan a salud, hag a chom e-kichen an nor.

DIRLAWEN
Demat deoc’h, va zad kozh ; dispar eo bet hon zro.

FAWTRA
Graet ’neus an Normaned meur a daol divalav,
Met un tammig amzer, ha ni o ingalo.
Kregiñ a ra e dorn Alan da zegas anezhañ dirak e dud.
Setu amañ, va zad, setu amañ an den
’Neus lakaet paotred Breizh da sevel ’n ur vandenn ;
Rak ni n’am meump graet ken nemet c’hwezhañ an tan
Evit gervel an dud ’oa gounezet gantañ.
Ur gwaz eus an dibab zo dirazoc’h, va zad.

ALAN en ur salud
Pezh am eus graet, kont veur, a raje pep Breizhad
O welet hon bro gaer gwasket gant laeron-vor.

GWENVAR en ur stardañ dorn Alan
Te zo paotr kalonek, te ’zegas din eñvor
Ouzh un den ’moa klevet gwechall diwar e benn.
Na ouie ’met tri dra : karout, sevel, difenn
An Arvor benniget – pell zo bras eo marv ;
Met e anv, miret gant pep telenn er vro,
A lugern divarvel dreist an holl anvioù.

ALAN
Ar Breizhad-se, kont veur, a oa Nemenoioù.
Brasañ roue ’zo bet hag a vo da viken ;
Ar pezh en devoa graet n’oufe den ober ken ;
Hogen, dre nerzh e skouer chomet bev en hon c’hreiz,
Ni a drec’ho ’veltañ pe a varvo ’vit Breizh !

GWENVAR
Pe anv ’reer ouzhit, paotr yaouank birvidik ?

ALAN
Alan, un anv paour.

GWENVAR
                                         Dont a ray pinvidik.
Pet brezelour hoc’h eus kavet ’trezoc’h ho tri ?

ALAN
Ur pemzek kant bennak ; re nebeut ’vit terriñ
Ar chadenn ken pounner stardet war Vreizh-Izel.
Met gwelet sur eo bet an daou dan a vrezel
Gant forzh tud eus a bell, pere a zegouezho
Dindan daou pe dri deiz ’kichen ar menezioù,
Hag enno ’meump lezet tud ’vit o diarbenn.

EVEN
Diskouez a rit, Alan, bezañ ur paotr a benn.
Ha pelec’h ’peus gallet kuzhet ho soudarded ?

ALAN
En daou dammig strollad a oant ganeomp bodet :
Unan, etre daouarn Fawtra ha Dirlawen,
En em dalc’h en tu-mañ da venez ar Peulven,
Koachet gant lann uhel ha gant koadeier don ;
Me zo deut va hini ’tre da goad ar Gudon.
’Vel-se, an Normaned, kousket aze d’an traoñ,
A vo stardet, ’vel ’tre daou benn un torrer-kraoñ,
Kerkent ’vefomp-ni prest d’astenn hon c’hrabanoù.

AR MANAC’H
Ra plijo gant Doue selaou hon fedennoù,
Ha reiñ deoc’h, tud yaouank, nerzh a-walc’h da drec’hiñ !