ar Skridoù divyezhek

Da gentañ razh eo bet savet al lennegezh vrezhonek e... brezhoneg, evel just ! Darn na gustumont ket c’hoazh lenn e brezhoneg, koulskoude. Evito hon eus lakaet ur skridoù bennak keñver-ha-keñver gant ur c’heriaoueg. Dre-se e vo lakaet war wel pezh a dalv levrioù ha skrivagnerien zo, moarvat.

Ur bloavezh hanter bennak hon eus embannet ar skridoù-se er gelaouenn Daskor. Skignet e oa dre internet, ha c’hoarvezout a rae eus – 1° daou skrid hon doa lakaet keñver-ha-keñver gant ur c’heriaoueg – 2° ur skrid hon doa lezet dic’heriaoueg hag – 3° ur skrid e galleg.

Gant berzh a-walc’h hon eus kendalc’het bep eil miz, betek ma vo goulennet diganeomp embann levrioù a-bezh war baper. Embannet hon eus neuze Sac’h ar marichal. El levr-se e kavfet ur c’hoariva fentus a-walc’h : sklêr eo an ijin, aes eo da lenn, hag er c’heriaoueg hon eus merket ar c’hemmadurioù holl.

adrien de carné - sac'h ar marichal

Tuchant e vezo embannet ul levr all :

E levrenn gentañ Kej-Mesk e vo lakaet kalz barzhonegoù keñver-ha-keñver gant ur c’heriaoueg, c’hoazh ur wech, evit ma vo lakaet war wel pezh a dalve barzhoniezh ar brezhoneg etre adsav ar yezh, e-kreiz an XIXet kantved, ha tarzh an XXet kantved. Kavout a rafet barzhonegoù gant Auguste Brizeux, Théodore Hersart de la Villemarqué, Narcisse Quellien, ha skrivagnerien all.

Kinniget e vezint holl gant ur pennadig a-ziwar o fenn. Disklêriet e vo dreist-holl al lodenn o deus degaset d’al lennegezh vrezhonek.

Da-c’houde e c’hellit ivez pellgargañ niverennoù ar gelaouenn Daskor amañ dindan, ha deuit e darempred ganeomp ma teu c’hoant deoc’h reiñ ho meno war gement-se !

Kelaouenn Daskor (1)
Kelaouenn Daskor (2)
Kelaouenn Daskor (3)
Kelaouenn Daskor (4)
Kelaouenn Daskor (5)
Kelaouenn Daskor (6)
Kelaouenn Daskor (7)
Kelaouenn Daskor (8)
Kelaouenn Daskor (9)
Kelaouenn Daskor (10)