Pennad a-raok kregiñ da vat

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ar C’hourrier, 1906
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWENC’HLAN, drouiz-meur, TALIESIN, drouiz yaouank

Ar pennad-mañ a c’hellfe bezañ lezet a-gostez.
Ne weler da gentañ nemet Gwenc’hlan war an teatr ; blev ha barv hir ha gwenn, hag o c’hoari gant e delenn, harpet ouzh an dervenn.

GWENC’HLAN o kanañ
Setu an heol o tiskenn a-dreuz ar gwez derv,
Drouk-livet ha glas e zremm evel dremm ar marv,
Ha ruz koumoul ar c’huzh-heol ’vel ar gwad tro-war-dro.
Eus ar c’houmoul er mor don setu kouezhet an heol,
Ruilhet ’vel ur penn-anaon ’kreiz an tarzhioù diroll,
Ken a skrij ouzh e welet ar bed holl gant horrol ;
Setu an heol o tiskenn a-dreuz ar gwez derv,
Drouk-livet ha glas e zremm evel dremm ar marv !

TALIESIN a gan, hep en em ziskouez c’hoazh, met o tostaat !
Dre-holl a drid ar maezioù
Me ’glev an alc’hweder o kanañ,
War nij dreist ar menezioù,
Da c’hervel gouloù-deiz da barañ ;
Tridal a ra va gwad ha va spered,
Kan dudius a voud em c’halon.
Heol burzhudus, strink da sked,
Ma tarzho dudi an deiz warnon !

GWENC’HLAN
Setu an noz du dre-holl oc’h astenn e askell,
A-dindani kousket sioul bugale Breizh-Izel,
Hag evit o luskellat, mouezh ar mor o sevel !
Setu, evit o spontañ, e kleuz ar c’hozh dervenn,
O sevel a-dreuz an noz kri mantrus ar gaouenn ;
C’hoant en deus da lavaret ne zihunfont biken.
Setu an noz du dre-holl oc’h astenn e askell,
A-dindani kousket sioul bugale Breizh-Izel !

TALIESIN oc’h en em ziskouez, drant o kanañ
Du-hont, war gern ar menez,
Setu c’hwi o skediñ, heol laouen ;
Heol glan, deiz al levenez,
Diskenn e strad teñval an draonienn !
Pobl, o leñvañ e kreiznoz ar marv,
Tavit, setu an heol o sevel ;
A-dreuz da goadoù derv,
An heol a bar warnout, Breizh-Izel !

GWENC’HLAN
Taliesin, va mab, na laouen eo da gan ;
Avi en deus ouzhit ar paourkaezh kozh Gwenc’hlan ;
Da gan a zo laouen ’vel kan an alc’hweder,
Pa gouezh ken fresk war boull ar galon, ma kreder
E kuzh, e pep notenn, ur berad glizh mintin ;
Sevel ’ra d’an oabl glas, ken sklêr ma gave din
A strink gant pep notenn ’vel ur bann-heol beure !

TALIESIN
Va c’han a zo laouen, va c’halon zo ivez ;
Un huñvre kaer deuet din a-berzh Doue, me ’gred,
Noz-deiz, hun pe dihun, a zalc’h war va spered ;
Seblantout a ra din, dre va huñvre, bezañ
War ur menez uhel : an heol prest da darzhañ
Eus puñs an noz a bign gant diri aour e skeul,
Hag ur mor a sklêrder a bign, a bign d’e heul !
E-keñver an heol-se, an hini a yoa kent
War zouar Breizh-Izel o tistaol sklêrijenn
Na vezo mui nemet ur c’hlaouenn peuzvarv,
Outi ur flammig sked ha moged, bep eil dro :
O c’hortoz an heol-se da barañ war an dud,
Heñvel eus an eostig a gan war skourr e c’hlud,
Trema tosta an deiz eus bordig ar menez,
Va c’halon-me a drid, a gan gant levenez !

GWENC’HLAN
Evel dit-te, noz-deiz, me am eus un huñvre ;
N’eo ket, siwazh ! sklêrder ha dudi ar beure
A sav d’e heul em c’halon-me da’m frealziñ ;
Va huñvre ’sav gantañ ur mor a velkoni,
Me, e-kreiz ar mor-se, strinket ha distrinket,
Gant an tarzhioù bep eil lonket ha dislonket,
Va spered, kas-digas, eus un eil spont d’eben
E-kreiz ar c’hu[du]run hag an deñvalijenn !
An heol santel, evel pa vije saouzanet,
Ne c’hell mui kaout e hent da barañ war ar bed ;
War ar sav-heol e chom an nor-dal serret kloz ;
Goude an noz n’ez eus da c’hedal nemet noz ;
Gant ar spont hag an naon, ’kreiz an nozioù du-dall,
An dud evel bleizi en em zebr, ’n ur yudal !

TALIESIN
Ha petra, a gav dit, a fell d’an doueoù
Reiñ deomp da anaout dre ar seurt huñvreoù ?
Hervez m’am eus desket, mestr, en da gentili,
Pa fell d’an doueoù reiñ d’an dud un ali
E tegasont dezho huñvreoù burzhudus.

GWENC’HLAN
Evidon-me, ’meus aon ’ve darvoudoù spontus
Prest da skeiñ war ar bed ; erru eo, me a gred,
An amzerioù skrijus merket gant an Drouized,
D’ur freuz a dle bezañ – n’eo ket etrezomp-ni,
Krouadurien netra, savet eus un tamm pri
– Met etre an doueoù a zo a-us d’hor penn
E bro ar sklêrijenn o vevañ hag o ren !

TALIESIN
Daoust d’ar boan a ra din ar goumoulenn teñval
A bign eus da spered, da zislivañ da dal,
Me ne c’hellan miret va c’halon da dridal ;
Va c’halon zo ennañ ’vel pa vez o c’hedal
N’ouzon peseurt dudi, evel pa vez e-kuzh
Dorn un doue ennañ ur c’halir burzhudus,
O kinnig da’m ene un evaj a c’hwezh-vat !

GWENC’HLAN o selaou ur c’han o tont eus a-bell
Tav ! Me ’glev an Drouized o pignat gant ar c’hoad !
Selaou eus an draonienn o mouezhioù kreñv heñvel
Eus trouz ar mor pa vez ar pardaez o sevel,
Pa voud, e skoultr ar gwez, mouezh an aezhennoù noz,
Pa leñv, dre ar maezioù, eneoù hon tadoù kozh !
An holl Drouized, am eus galvet eus a bep tu,
Dirak an daol-maen sakr bremaik a vo erru ;
Eus al lec’h santel-mañ, pa bigno hor pedenn,
D’hor speredoù teñval a deuio sklêrijenn ;
Pep hini a c’hello, va mab, neuze gouzout
Petra ’fell d’an doueoù reiñ deomp da anaout !

Chom a reont da selaou an Drouized, a dosta ’n ur ga-nañ, war don Bosenn Elliant.

Kaerañ dervenn a zisheole
Bro-Vreizh, eus ur mor d’egile,
A voa war lein ar Yun-Ele !

Diskaret gant un taol kurun,
Emañ war zouar yen ar yun,
He c’halon gozh e mil bruzun !

Dervenn, an tarzh en da skoaz,
A-us d’hor penn, a lugern c’hoazh
E vroud tan ’vel ur c’hleze noazh !

Ouzhpenn gourdrouz ar c’hurunoù,
Pe kroz ar mor dreist d’an aodoù,
A glever ’hed an traoniennoù !

Klemmvan an eneoù marv
Gant ar gaouenn a nij an dro,
Da greizenn gleuz ar gwez derv !

Mouezhioù a sav eus an douar,
Mouezhioù a gouezh eus an aer1
O komz gant an traoù dilavar !

Mouezh, m’ho pije bet, o traoù mut,
Na pebezh spontusañ burzhud
Ho pije disklêriet d’an dud.

Dre ma kanont, a zegouezh an Drouized.


1 ear